Eneppab : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: sh:Antipapa
Linenn 2:
 
== Pab hag eneppab ==
Reuz zo bet da vareoù zo eus [[istor an Iliz]], dilennadeg zo bet a-wechoù da envel ur pab nevez pa oa ur pab dija. Eneppibien zo a voe dilennet pa ne oa pab ebet met en un doare direizh. A-wechoù e veze rannet an dilennourien etre daou vagad enebet ruz, ha dilennet gante pep a bab disheñvel en hevelep deiz. Darn eus an adpibien-se zo bet anvet gant rouaned pe impalaerien evit o gounid dezho, met envel ar pab a zo bet un doare reizh da zibab ar pab a-wechoù. Aes a-walc’h e vez peurvuiañ disheñvelout pab hag eneppab, met ne vez ket atav, abalamour d’ar mesk en istor an Iliz. Meur a zegouezh a zo bet sklaeraet kalz diwezhatoc’h, darn n’int ket c’hoazh (gwelout [[roll ar bibien]]).
 
Reizhded un dilennadeg n’eo ket an abeg nemetañ da ziazezañ un diviz : a-wechoù e oa padet an helebini etre daou bab abalamour ma n’halled ket lavarout e oa direishoc’h an eil evit egile.