Digeriñ al lañser pennañ

Kemmoù

2 586 okted ouzhpennet ,  8 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Er bed e kaver 2 755 sez [[eskopti]] (diwezh 2004) e-lec'h m'eo an eskob atebeg war vad ar feiz katolik en e dolead. A viskoaz eo bet lakaet ar Sez santel e Roma war ar renk dreist peogwir eo bet, hervez an hengoun, hini Pêr, priñs (pe bennadurezh kentañ) an Ebestel. Ar gatoligiezh a vez graet ivez eus an holl gatoliked.
 
== Istor ==
''* Pennad pennañ : [[Istor an Iliz katolik]]''
 
Goude ma oa kroazstaget [[Jezuz Krist]], an [[abostol|abostoled]] a c'hounezas feizidi nevez, e-touez ar [[Yuzevien]] da gentañ ha da c'houde e-touez holl sujidi an [[Impalaeriezh roman]] hag en diavaez dezhi zoken. Atahinet eo ar Gristenien dindan kalz impalaered.
 
En 313 e cheñchas statud an iliz a oa aotreet gant [[skrid-embann Milano]] embannet gant an impalaer [[Kustentin Iañ (impalaer roman)|Kustentin Iañ]]. E 380 e teuas ar relijon gatolik da vezañ relijion ofisiel an impalaeriezh roman goude [[skrid-embann Tessalonika]] betek diskar [[impalaeriezh roman ar C'hornôg]], ha diwezhatoc'h hini [[Impalaeriezh roman ar Reter]]. E-pad an amzer-se e oa savet peme sez pennañ hervez [[Eusebius Caesarea|Eusebius]]: Roma, [[Kergustentin|Kergustantin]], [[Antioc'hea]], [[Jeruzalem]] hag [[Aleksandria]], anvet ar [[Pentarkiezh|Bentarkiezh]].
 
Goude distruj an Impalaeriezh roman, an iliz a voe ur faktor pennañ e gwarez ar sevenadur klasel. Savet e oa manatioù ha kaset e oa misionerien da avielañ pobloù all [[Europa]], ken pell hag Iwerzhon en norzh. Ur c'hemm bras a oa degaset er reter gant astenn an [[Islam]] war-dro ar VII{{vet}} kantved. Aloubet e oa tri eus sezioù ar batriarked gant an [[Arabed]] : Jeruzalem da gentañ, Aleksandria, hag en VII{{vet}} kantved [[Antioc'hea]].
 
Ar stourm etre ar [[Kristeniezh|gristeniezh]] hag an Islam a oa unan eus doareoù pennañ ar pemp kantved goude en-dro d'ar [[Mor Kreizdouar]]. Harzet e oa emled an islam gant emgannoù Poitiers, ha Toulouse, daoust ma preizhet Roma hec'h-unan e 846 pe e 848, ha ma oa lakaet seziz war Kergustentin.
 
En XI{{vet}} kantved, an darempredoù diaes etre iliz gresianek ar reter hag an Iliz [[latin]] er c'hornôg a lakaas da darzhañ disivoud etre an div, abalamour dreist-holl d'un dizemglev diwar-benn aotrouniezh ar bibien. Ar pevare [[kroaziadeg]] ha preizhidigezh [[Bizantion]] gant Kroazidi a dorras al liammoù etre ar reter hag ar c'hornôg.
 
Er XVI{{vet}} kantved, abalamour d'ar [[protestantiezh|Brotestantiezh]] ha d'an [[Disivoud Meur]], e krogas an iliz un argerzh ardreizherezh bras anavezet evel an [[enepadreizhadur]]. Er c'hantvedoù da-heul en em ledas ar [[Katoligiezh|gatoligiezh]] er bed a-bezh daoust d'un digresk eus pouez an iliz e poblañsoù Europea abalamour da gresk ar brotestantiezh ha d'an amgredoni adal [[Oadvezh ar sklêrijenn]]. Ar [[sened-meur Vatikan II]] er bloavezhioù 1960 an hini eo a zegasas ar brasañ kemmoù er gatoligiezh abaoe [[Sened-meur Trento]] tri c'hantved a-raok.
 
 
 
[[Rummad:Iliz katolik]]
11 541

modification