Digeriñ al lañser pennañ

Kemmoù

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
An '''Iliz katolik''' eo an iliz [[kristeniezh|kristen]] vrasañ er bed pa embann ez eus 1,2 miliard a izili stag outi (pe [[feizour]]ien gatolik). Prezegenniñ a ra eo-hi an iliz santel katolik ha abostolik orinel, diazezet gant [[Jezuz-Krist]]. Embann a ra e teu diouti, diwar dirogoù, an [[Iliz ortodoks|Ilizoù ortodoks]] hag ar [[protestantiezh|Brotestanted]]. An Iliz kristen eo eta an Iliz katolik, an Ilizoù ortodoks hag an Ilizoù protestant.<br />
 
An Iliz katolik a zo bleniet gant ur [[pab]], [[eskob]] [[Roma]], warlerc'hiad an [[abostol]] [[sant Pêr (abostol)|Pêr]]. [[Benead XVI]] eo ar Pab, evit ar mare-mañabaoe 2005. Gouarnet eo an Iliz gantañ ha gant an holl eskibien (lavaret e vez "e rank an eskibien gatolik bezan e [[kenunaniezh (katoligiezh)|kenunaniezh]] gant eskob Roma").
 
Hervez ur renkadurezh resis eo gouarnet an Iliz katolik. Emañ er penn kentañ holl ar [[kloareg|gloer]] "ordrenet" ([[latin]] ''ordinatus'' = urzhiet) renket en urzhioù santel : eskibien, [[beleg|beleien]], [[diagon]]ed. War-lerc'h e teu urzhioù all, re al [[lean]]ed.
180 256

modifications