Diforc'hioù etre adstummoù "Skoazell:Kont implijer"

2 045 okted ouzhpennet ,  10 vloaz zo
Da gevreañ ouzh ar gont, klikit war al liamm « krouiñ ur gont pe kevreañ » a zo a-zehou e korn uhelañ ar bajenn, skrivit hoc'h anv implijer hag ho ker-tremen, ha klikit war an nozelenn « Disklêriañ ».
 
=== Splet ===
Gant ur gont implijer e viot anavezet gant an implijerien all dre ho ''lesanv'', pe dre ho tegasadennoù pe er c'haozeadennoù. A-drugarez d'an dra-se e c'halloc'h skoulmañ liammoù etre ar genlabourerien ha bezañ ezel eus ur gumuniezh a ya war greskiñ. Ur splet ouzhpenn zo ne vo ket gwelet ho chomlec'h IP ken neblec'h.
 
Koulskoude e vez degaset estreget an dra-se gant ar gont implijer. Goude ma vo krouet ho kont, Wikipedia a zigoro deoc'h dibaboù na c'hallont bezañ implijet nemet gant an implijerien enrollet. Setu amañ da-heul ul listenn :
 
* Gallout a reot krouiñ ho pajenn hiniennel deoc'h hoc'h-unan ma c'halloc'h en em ginnig ha lakaat titouroù all pe, da skouer, ur poltred. Aozet e vo ar bajenn-se ganeoc'h evel ma faot deoc'h gant ma toujo ouzh reolennoù Wikipedia ;
 
* Ouzhpenn ho pajenn hiniennel ho po ho pajenn kaozeadenn brevez deoc'h hoc'h-unan ma c'hallo ar genlabourerien all skrivañ deoc'h. Roet e vo da c'hoût deoc'h bewezh ma vo skrivet kemennadennoù deoc'h er bajenn-se (pa gevreit ouzh Wikipedia pe pa cheñchit pajenn) ;
* Gallout a reot heuliañ pennadoù zo ha gwelet hag eñ int bet kemmet. Talvoudus-kenañ eo, da skouer pa grouit ur pennad ha pa fell deoc'h gwiriañ n'eo ket distrujet gant ur vandal bennak ;
* Gallout a rit choaz ho penndibaboù ;
* Gallout a rit gwelet roll an holl zegasadennoù ho peus graet e Wikipedia ;
* Gallout a rit pellgargañ skeudennoù, soniadoù pe videoioù e Wikipedia ;
* Gallout a reot andenvel pajennoù ar pennadoù.
<!--
Stag eo an anv impllijer d'an holl gemmoù a zegasit pa vezit kevreet ; cela permet, entre autres, de responsabiliser les contributeurs. Emsav eo ivez war dachenn ar berc'henniezh speredel : ma fell da unan bennak implijout ho tegasadennoù diouzh reolennoù an [[Licence Creative Commons|Aotre Creative Commons CC-by-sa]] e c'hall er goulenn ganeoc'h en ho pajenn kaozeadenn. Ouzhpenn ez eo gwelloc'h diouzh savboent ar CC-by-sa da c'hallout anavezout holl ar genimplijerien : talvezout a ra ananv implijer d'an dra-se ivez.
-->
 
[[Rummad:Wikipedia:Skoazell|Skoazell]]
11 541

modification