Diforc'hioù etre adstummoù "Kembraeg"

18 okted ouzhpennet ,  9 bloaz zo
D
D (r2.7.1) (Robot kemmet: nds-nl:Kumries)
Daoust ma’z eo ar c’hembraeg ur yezh vihanniver, gwasket gant ar [[saozneg]], eo kresket an harp roet d’ar yezh e-pad an eil lodenn eus an [[XXvet kantved]], tra ma kreske an harp roet da strolladoù broadelourien, evel ar strollad politikel [[Plaid Cymru]] ha [[Cymdeithas yr Iaith Gymraeg]] (Kevredigezh ar Yezh Kembraek).
 
Kaozeet e vez kembraeg evel yezh pemdeziek ha yezh kentañ e rannvroioù hanternoz ha kornôg Kembre, dreist-holl, e kontelezhioù [[Kontelezh Gwynedd|Gwynedd]], [[Denbych]], [[Enez Von]] (Ynys Môn), [[Caerfyrddin]], hanternoz [[Penfro]], [[Ceredigion]], hag e kornôg [[Morgannwg]]. Met kavout a reer kembraegerien a-vihanik ha tud all a gomz ar yezh flour dre Gembre a-bezh.
 
Ur [[yezh vev]] eo ar c’hembraeg. Komzet e vez bemdez gant miliadoù ha miliadoù a dud ha gwelet e vez e pep lec’h e Kembre. Gant ar ''Welsh Language Act'' (Lezenn ar C’hembraeg) eus [[1993]] ha gant ar ''Government of Wales Act'' (Lezenn Gouarnamant Kembre) eus [[1998]] eo lakaet sklaer e ranker ober ouzh ar c’hembraeg hag ar saozneg evel yezhoù kevatal. Rankout a ra an aozadurioù foran prientiñ ha kas da benn ur steuñv yezh. Gant strollegezhioù lec’hel ha gant [[Bodadenn Kembre]] e vez implijet ar c’hembraeg evel ur yezh ofisiel, oc’h embann skridoù er yezh-se ha dleout a rafe an holl banelloù hent e Kembre bezañ e kembraeg hag e saozneg.
210

modifications