Diforc'hioù etre adstummoù "Rhys ap Tewdwr"

20 okted ouzhpennet ,  8 vloaz zo
D
disambiguation
D (disambiguation)
[[Rhys ap Tewdwr]] (1078 – 1093) a oa roue [[Deheubarth]] hag un ezel eus tierniezh [[Dinefwr]].
 
Roue e teuas da vezañ goude marv e genderv [[Rhys ab Owain]] en un emgann ouzh [[Caradog ap Gruffydd ]] e [[1078]]. Pa voe aloubet Deheubarth e [[1081]] gant Caradog ap Gruffydd e voe ret da Rhys mont da repuiñ da [[Iliz-veur Sant David]]. Gant [[Gruffydd ap Cynan]], hag a oa o klask adtapout kurunenn [[Rouantelezh Gwynedd|Gwynedd]], en em gevreas, avat, hag en [[emgann Mynydd Carn]] e faezhas Caradog, [[Trahaearn ap Caradog]] ha Meilyr ap Rhiwallon en hevelep bloaz.
 
Dont a reas [[Gwilherm an Alouber]] da Zeheubarth d'ober ur birc'hirinded. War a seblant e anavezas galloud Rhys ap Tewdwr pa reas e ziskleriadur a [[gwazoniezh|wazoniezh]].
210

modifications