Baden (bro) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
'''Baden''' zo ur stad istorel e mervent [[Alamagn]], er reter d'ar stêr [[Roen]]. Emañ bremañ e land [[Baden-Württemberg]].
 
==Istor==
Dont a reas '''Baden''' war wel en {{XIIvet kantved}}. Rannet e voe meur a wech a-hed ar c'hantvedoù hag unanet en-dro e 1771. Dont a reas da vezañ un dugelezh-veur pa voe divodet an [[Impalaeriezh Santel Roman]] alaman, e 1803-1806. Dizalc'h e chomas betek 1871, pa'z eas e-barzh an [[Impalaeriezh Alaman]]. Un dugelezh-veur e oa c'hoazh, betek dibenn ar [[Brezel-bed Kentañ]] e 1918. Neuze e teuas da vezañ ur republik, ''Republik Baden'', e-barzh [[Republik Weimar]], nevez-savet.
 
En-dro da stad Baden e oa Rouantelezh [[Rouantelezh Bavaria]] ha dugelezh-veur [[Hessen]] en hanternoz, ar stêr [[Roen]] er c'hornôg he dispartie diouzh [[Elzas]] ha [[Pfalz]], [[Suis]] a oa er c'hreisteiz, ha [[Württemberg]] er reter.
 
Goude an [[Eil Brezel-bed]], e 1945, e voe krouet stadoù nevez gant an armeoù o doa aloubet Alamagn. Gant Bro-C'hall e voe krouet stad Baden (pe Südbaden), gant al lodenn greisteiz eus ar stad kozh, gant [[Freiburg im Breisgau]] da gêr-benn. Al lodenn hanternoz, aloubet gant arme [[Stadoù Unanet Amerika]] a voe bodet gant hanernozhanternoz Württemberg da vont d'ober stad [[Württemberg-Baden]]. Pep hini eus an div stad-se a zeuas da vezañ izili eus Republik Kevreadel Alamagn (Alamagn ar C'hornôg) pa voe savet e 1949.
 
E 1952 e voe unanet Baden gant Württemberg-Baden ha gant un trede stad, [[Württemberg-Hohenzollern]] (lodenn greisteiz Württemberg ha proviñs Hohenzollern), da vont d'ober stad nevez [[Baden-Württemberg]]. Bez' eo ar skouer nemeti eus un unanidigezh stadoù en istor Republik Kevreadel Alamagn.