Odysseia : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 167:
[[Image:Odysseus Penelope Louvre CA860.jpg|thumb|left|220px|[[Odisseüs]] dic'hizet e klasker-bara a amprou fealded e wreg [[Penelope]], 450 a-raok J.-K., [[Mirdi Le Louvre]] (war-dro 860)]]
 
Odisseüs ha Telemac'hos a gemer an armoù a gingleginkle mogerioù ar palez hag o serr en ul lec'h suroc'h. Komz a ra an haroz gant [[Penelope]] da c'houde hep bezañ anavezet ganti. Displegañ a ra ar rouanez dezhañ ne gred ket e vefe marv Odissseüs ha ne fell ket dezhi eurediñ adarre. Abalamour da se he deus argaset ar bleustrerien, dre reiñ da grediñ dezhe e wiade ul lienenn evit tad he den met ouzh he dizober bemnoz al labour graet e-doug an devezh. Diouzh e du e tisklêr Odisseüs ez eo sur e teuio ar roue en-dro ha, daoust ma talc'h d'e identelezh faos ha d'an istor en deus kontet da Eumaios c'hoazh, e ro un nebeud titouroù gwirion diwar-benn e zistro hag an amzer en deus tremenet e bro [[Faiakia]]iz. Mont a ra Penelope er-maez goude bezañ roet an urzh d'he mitizhien da walc'hiñ treid ar c'hlasker-bara ha da brientiñ ur gwele dezhañ. Asantiñ a ra Odisseüs gant ma vo graet gant [[Eurikleia]] gozh. Anavezout a ra ar vagerez ur gleizhenn war unan eus divhar Odisseüs e-keit ha m'emañ ouzh o gwalc'hiñ. Gloazet e oa bet e-doug e yaouankiz gant ur pemoc'h-gouez, e-keit ha ma oa o chaseal war ar [[Menez Parnassos|menez Parnassos]] gant mibien Aotolikos. Strafuilhet eo Eurikleia pa gompren ez eo he roue, met Odisseüs a c'houlenn diganti tevel. Goude ar gwalc'h treid e ped penelope ar c'hlasker-bara faos da vont da gousket, met da gentañ e c'houlenn gantañ e ali diwar-benn un hunvre he deus graet : ur ragarouez nevez eus distro Odisseüs eo. Penelope a zisklêr goude e asanto dimeziñ gant an hini a vo barrek da stegnañ gwareg he fried ha da gas ur saezh a-dreuz toulloù daouzek bouc'hal a-steud, evel ma rae Odisseüs. An haroz a gav he soñj mat hag a lavar dezhi e tistroio roue Itaka a-raok ma teufe unan eus ar bleustrerien a-benn d'en ober. Mont a ra neuze an holl da gousket.
 
==== Kan XX ====