Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
Kendalc'hig
Linenn 3:
[[Skeudenn:Flag of the Soviet Union.svg|thumbnail|dehou|banniel Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel]]
 
'''Unaniezh ar Republikoù Sokialour Soviedel''' (Сою́з Сове́тских Социалисти́ческих Респу́блик), pe an ''Unaniezh Soviedel'', pe an URSS (СССР e [[rusianeg]]), krouet e 1922, a zo ur riez a zo aet da get e 1991. En em astenn a rae an URSS eus ar [[Mor Baltel]] d'ar [[Mor Du]] ha betek ar [[Meurvor Habask]]. Lodenn [[Norzh]] [[Eurazia]] e oa he ziriad, hini Rusia impalaerel, war-bouez [[Polonia]] ha [[Finland]], da lavaret eo tost da 15 % eus douaroù ar bed. Riez vrasañ ar bed e oa dre he gorread, hag a-bell.
 
En amzer ma oa staliet an URSS, un nebeud riezoù ha tiriadoù a oa bet enteuziet enni pe dispartiet diouti. Koulskoude, ma oa 15 republik enni en diwezh, an hini vrasañ, divent he gorread hag he foblañs, ae oa Republik sokialour kevreadour soviedel [[RSKS Rusia|Rusia]]. E -keñver an darempredoù diplomatek eo-hi [[Rusia]] warlerc'hiadez an URSS.
 
Krouidigezh an URSS a oa disoc'h pennañ an [[Dispac'h rusian]] c'hoarvezet e 1917 pa oa skarzhet ar [[Tsar]] [[Nikolaz II a Rusia|Nikolaz II]] eusdiwar e [[tron|dron]].
 
Goude trec'h an Dispac'h ec'h embannas [[Lenin]], penn ar strollad bolchevik, e vo renet ar vro gant pennaennoù ar [[komunouriezh|gomunouriezh]] hag e chomas bev ar bennaenn-se betek an diwezh.
 
Ne oa nemet un aozadur politikel hag a oa aotreet [[Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel]] (SKUS) ha daou [[urzhaz]] a rene ar riez : hini ar SKUS hag hini ar pennoù politikel dilennet, met lec'hiet dindan kazel-ge ''ar Strollad''.
 
Abegoù freuzadur an URSS a c'hell bezañ kavet war div dachenn :
* tachenn ar armerzh a yae gwashoc'h-gwashañ pa greske an dispignoù milourel dindan kevezerezh ar [[Stadoù-Unanet]];
* tachenn ar politikerezh pa boueze an nerzhioù [[demokratelezh|demokratel]] ha pa c'houlenne ar republikoù periferek muioc'h-muiañ a [[emrenerezh]].
 
ODre vezañma oa kreizennour ha burevourel, ne oa ket gouest ar [[renad]] da herzel ouzh kement a rendaeloù e pep lec'h.
 
== Ar Republikoù soviedel ==