Bendigeidfran : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: it:Brân il Benedetto; Kemm dister
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
Ha setu Efnysien, hantervreur Branwen, o tegouezhout e-kreiz ar fest. Konnar a sav ennañ pa glev ar c'heloù. Mont a ra da droc'hañ muzelloù, divskouarn, ha [[lost]]où kezeg Matholwch. Hag an Iwerzhonad da fuloriñ ivez. Evit sioulaat dezhañ e rank Bendigeidfran reiñ dezhañ kezeg nevez, hag ur [[kaoter|gaoter]] vurzhudus.
 
Hag an [[tud nevez|dud nevez]] da Iwerzhon. Eno e tremen mat an traoù da gentañ. Tri bloaz goude e teu un [[dred]] eus Iwerzhon da gas keloù dezhañ: vil a vez graet eus e [[c'hoar]] Branwen gant he fried. Hag eñ mont gantungant un arme da Iwerzhon. E-keit m'emañ e listri o treizhañ ez a eñ war droad a-dreuz ar mor.
 
Brezel zo, ha lazhet kalz tud. Trec'h eo ar Vrezhoned met ne chom nemet seizh anezho. Gloazet-fall eo Bran ha goulenn a ra bezañ dibennet ha kas e benn da [[Londrez]].