Barbared : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 8:
Dre astenn, ar c'hemm yezh a roio ur sell negativel, dispizus, eus ar re all, eus an estrañjourien, en em gavo en termenadur amprestet digant ar C'hresianed ar [[Romaned]]. Goude aloubadenn [[Henc'hres]], ar [[Romaned]] a zegemeras ar ger gresianek hag a implijas anezhañ evit komz eus ar pobladoù a oa o chom en-dro d'o [[Impalaeriezh roman|impalaeriezh]]. Lakaet e oa ''barbared'' e Roma an holl na oant ket eus [[sevenadur]] [[sevenadur gresian-ha-roman|gresian-ha-roman]], forzh peseurt live [[sevenadurezh]] en defe. Ar Romaned a selle ouzh an [[Huned]] evel « loened daoudroadek », hervez an deskrivadenn savet gant an istorour [[Ammianus Marcellinus]], a zanevell penaos e tigouezhjont en [[Europa]], e-giz d'ur « gorventenn a ziruilhfe diouzh ar menez»<ref><small>''Ut turbo montibus celsis'', Istor, XXXI, 3, 8.</small></ref>.
 
Diwezhatoc'h e voe graet '''[[aloubadegoù bras|aloubadegoù barbar]]'' eus an dilec'hiadennoù pobloù a c'hoarvezas adalek ar IV{{e]]}} kantved betek ar VI{{vet}}-VII{{vet}} kantved en [[Impalaeriezh roman]] war e ziskar.
 
 
== Sterioù a vremañ ==