Diforc'hioù etre adstummoù "Irak"

23 okted lamet ,  8 vloaz zo
(Cheñch skeudenn)
(→‎Politikerezh : Kempenn)
 
== Politikerezh ==
Betek [[2003]] e oa Iraq ur [[repubik]] ofisiel renet gant [[Saddam Hussein]], a rene ar vro abaoe ar [[16 Gouere|16 a viz Gouere]] [[1979]].
 
E 2003 e oa bet taget Iraq gant ar [[Stadoù-Unanet Amerika|Stadoù-Unanet]] hag ar [[Rouantelez-Unanet|Rouantelezh-Unanet]], skoazellet gant un dek bro bennak all. Rak-se e oa bet diskaret gouarnamant [[Saddam Hussein]]. Armeoù o tont eus ar Stadoù-Unanet, eus Polonia hag eus ar Rouantelezh-Unanet zo dreist-holl er vro abaoe.
Betek [[2003]] e oa Iraq ur [[repubik]] ofisiel renet gant [[Saddam Hussein]], a rene ar vro abaoe ar [[16 Gouere|16 a viz Gouere]] [[1979]].
 
E 2003 e oa bet taget Iraq gant ar [[Stadoù-Unanet Amerika|Stadoù-Unanet]] hag ar [[Rouantelez-Unanet|Rouantelezh-Unanet]], skoazellet gant un dek bro bennak all. Rak-se e oa bet diskaret gouarnamant [[Saddam Hussein]]. Armeoù o tont eus ar Stadoù-Unanet, eus Polonia hag eus ar Rouantelezh-Unanet zo dreist-holl er vro abaoe.
 
* Gouarnamant da c’hortoz
[[Skeudenn:Iraq-election2005-V.jpg|thumb|right|Un irakad oc’h ober arouez an trec’h en ur ziskouez e viz merket gant liv diverkus]]
 
* [[Dilennadeg an 30 a viz Genver 2005]]
D’an [[30 Genver|30 a viz Genver]] e oa bet dilennet un [[Bodadenn vroadel Iraq|ur vodadenn vroadel vonreizhañ]], a ya 275 sez d’hec’h ober. Dilennet e voe ur prezidant nevez ha daou vesprezidant. Da c’houde e voe anvet ur ministr kentañ gant an tri den-se hag ur gouarnamant nevez ivez e-lec’h ar gouarnamant da c’hortoz. Anv a oa ivez gant ar 14,2 milion a irakiz enskrivet war roll an dilennerien (hervez priziadur Bodad dilenn Iraq) da zilenn, hervez o rannvro, an 51 ezel eus Kuzul [[Baghdad]] hag an 41 ezel zo e pep hini eus ar 17 Kuzul-proviñs. Ar Gurded o doa ivez da zilenn ar 111 kannad eus ar [[Bodadenn emren ar Gurded|vodadenn emren]].
 
E-pad devezh an dilennadeg e voe graet gwalldaolioù ma oa bet marvet 36 den, 30 anezho ne oant ket soudarded. Daoust d’ar feulster ne oa ket bet Irakiz evit chom hep mont da vouezhiañ : 58 % eo ar feur perzhiañ (8 456 266 o doa mouezhiet). Aet e oa ar maout gant [[Kevredad unanet Iraq]], ul listenn [[chiit] harpet gant an aiatola meur [[Ali al-Sistani]]. 4 075 000 den o doa mouezhiet evitañ, bezet 48,1%. 2 175 000 mouezh (25,7 %) a oa aet gant ar C’hevredad kurd ; 1 168 000 mouezh (13,8 %) gant listenn ar Ministr kentañ kozh [[Iyad Allaoui]] ; 150 680 mouezh (1,7 %) gant liestenn ar prezidant kozh sunnit [[Ghazi al-Yaouar]].
[http://fr.news.yahoo.com/050213/202/49soq.html Disoc'hoù an dilennadeg]
 
Bodad skrivañ ar [[Bonreizh|Vonreizh]], bet skrivet [[lezenn]] diazez Iraq gantañ a-raok ar [[15 Eost|15 a viz Eost]] [[2005]], zo enni 55 ezel, en o zouez 25 sunnit. Kinniget en doa da bobl Iraq mouezhiañ al lezenn diazez-se d’ar 15 a viz Here 2005 : 61 % eus ar geodediz o doa kemeret perzh er vouezhiadeg-se, daoust ma oa bet klasket mirout outo ober. 4 den a oa bet marvet en holl er vro. Anavezet e oa bet an disoc’hoù d’ar [[24 Here|a viz Here]] 2005 : 78 % eus Irakiz o doa demegeret ar Vonreizh met e daou broviñs sunnit ([[Salah ad Din]] hag [[Al Anbar]] ne oa ket bet degemeret. Lavaret he doa ar Bodad dilenn dizalc’h, staliet e Baghdad, e oa bet doujet da reolennoù etrebroadel an demokratelezh.
43 616

modifications