Berlin : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 168:
== Diskar ar Voger ==
* Gwelout : [[Moger Berlin]]
Ar C’hemm (alamaneg : ''die Wende'') hirc’hortozet a c’hoarvezas e miz Mae [[1989]]. Gouarnamant [[Hungaria]] a embannas e lasokfelaoskfe tud [[DDR]] da vont d’ar C’hornôg dre dremen dre [[Hungaria]]. Kemend-se ne blijas ket da [[Sozialistische Einheitspartei Deutschlands|SED]], hag a zivizas strishaat ar reolennoù beajiñ. Met annezidi [[DDR]] a glaskas tec’hout dre dremen dre gannaddioùgannatioù [[Alamagn|BRD]] e Berlin ar Reter, [[Praha]], [[Varsovia]] ha [[Budapest]]. D’an [[10 a viz Gwengolo]] ec’h embannas Gyula Horn, ministr aferioù diavaez [[Hungaria]], e tigore an harzoù etre e vro hag [[Aostria]]. Kemend-se a dalveze e c’halle tud [[DDR]] tizhout [[Alamagn|BRD]].
E diabarzh [[DDR]] e voe savet ur strollad anvet ''Neues Forum'' (forom nevez), gant skoazell an Iliz. Pal ar strollad a oa stourm evit gwirioù mab-den ha lakaat [[Sozialistische Einheitspartei Deutschlands|SED]] da cheñch politikerezh. Egon Krenz a gemeras plas [[Erich Honecker]]. D’ar [[4 a viz Du]] voe bodet 500 000 den war [[Alexanderplatz]], goulenn a raent ma vefe adreizhet ar politikerezh. D’ar mare-se e oa war-dro 10 000 den o kuitaat [[DDR]] bemdez.
Rankout a reas Politbüro [[DDR]] asañtiñ leuskel an dud da vont da vBDR. Embannet e vo an dra-se gant Günter Schabowski d’an [[9 a viz Du]], e-kerzh un abadenn skinwel. Pa voe goulennet outañ pevare e teufe da wir an diviz, e valbouzas hag e lavaras : «Diouzhtu.» Kerkent e profitas tud ar Reter hag e krogjont da dreuziñ ah harz etre div lodenn ar gêr. Ne oa bet roet urzh ebet d’ar warded, setu ma laoskjont anezho d’hen ober.