Christophe Soglo : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : '''Christophe Soglo''' (28 a viz Even 1909 - 7 a viz Here 1983) a oa ur soudard eus Dahomey (Benin hiziv), e penn ar Stad meur a wech er bloavezhioù 1960. Koronal ha ministr...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 12 Gwe 2011 da 15:06

Christophe Soglo (28 a viz Even 1909 - 7 a viz Here 1983) a oa ur soudard eus Dahomey (Benin hiziv), e penn ar Stad meur a wech er bloavezhioù 1960.

Koronal ha ministr e voe e gouarnamant prezidant kentañ ar vro Hubert Maga. Distroadañ a reas anezhañ e 1963 hag en em lakaat e penn ur gouarnamant da c'hortoz betek miz Genver 1964 ma laoskas ar galloud da Sourou-Migan Apithy. E miz Du 1965 e tistroadas Apithy ha chom prezidant Dahomey betek miz Kerzu 1967 ma voe skarzhet d'e dro gant ur strollad soudarded.