Kevredigezh ar Broadoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : '''Kevredigezh ar Broadoù''' (SDN pe SdN<ref>implijet e vez an daou : [http://www.un.org/cyberschoolbus/bookstor/kits/french/unintro/unintro3.htm SDN sur le site de l’ONU], [http:/...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 14 Gwe 2011 da 14:53

Kevredigezh ar Broadoù (SDN pe SdN[1]) a oa un aozadur etrebroadel savet da-heul Skrid-emglev Versailles e 1919, savet e-unan e-pad Kuzuliadeg peoc'h Pariz , da wareziñ ar peoc'h en Europa goude ar Brezel-bed kentañ.

Palioù an SdN a oa an dizarmerezh, miret ouzh ar brezelioù a-drugarez da bennaenn ar surentez voutin, diskoulmañ an dizemglevioù dre zivizoù etre ar c'hoztezennoù ha dre wellaat kalite ar vuhez.

Emedo e sez e Genève, er Palez Wilson ha goude e Palez ar Broadoù[2], ha kemeret e oa he ler'h e 1945 Aozadur ar Broadoù-Unanet.

Sellet e vez ouzh an SdN evel ur c'hwitadenn. Ar Stadoù-Unanet n'int ezel anezhi ha n'he deus ket nerzhioù armet dezhi hecc'h-unan hag abalamour da se ne zeu ket a-benn da lakaat brezel Spagn da baouez ha kresk an naziegezh a zegasas an Eil Brezel-bed.

An hini en doa atizet ar Stadoù all da sevel an SdN e oa prezidant ar Stadoù-Unanet, Woodrow Wilson, bet kelenner war skiantoù ar politikerezh e Princeton. Hervez e ziefennadur e oa an diplomatiezhkuzh pennkaoz ar Brezel-bed kentañ ha ret e oa Kevredigezh ar Broadoù stourm outi. 14vet mellad Wilson a oa eta diazez Kevredigezh ar Broadoù. Koulskoude e votas sened ar Stadoù-Unanet a-enep ma teufe o bro da veezañ ezel eus Kevredigezh ar Broadoù abalamour ma nac'he peurwiriekaat skrid-emglev Versailles hag ar Stadoù-Unanet ne voent ket ezel anezhi morse. Etre an daou vrezel e oa kuitaet an SDN gant an UURSS , an Alamagn nazi, Impalaeriezh Bro-Japan (e 1933) hag Italia (e 1937). Paul Hymans a zeuas da vezañ he c'hentañ Prezidant e 1920.

Notennoù

  1. implijet e vez an daou : SDN sur le site de l’ONU, SDN war lec'hienn an atilf, SdN ha SDN war droitshumains.org, SdN e dielloù ofis ar Broadoù-Unanet e Genève
  2. Palez ar Broadoù gweladenn eus Palez ar Broadoù war ar gwiad

Patrom:Lien AdQ Patrom:Lien AdQ