Yann Kerlann : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 9:
 
===Kelenner===
Distroet da Vreizh e teuas da vezañ kelenner e [[Ploveur]] (1930), e Sant-Filbarzh [[Tregon]] (1931) hag e [[Kemperle]] (1932). Goude e amzer soudard, e kendalc'has da gelenn e skol [[Gwiglann|Wiglann]] (1933-1936), e Sant-Wennole [[Penmarc'h]] (1936-1941) hag e [[Kledenn-ar-C'hab]] (Kerzu 1941). Dastum a reas e-pad ar bloavezhioù-se kanaouennoù, kontadennoù, troioù-lavar ha gerioù eus ar parrezioù-mañ. Mignon bras e oa gant [[Yann Sohier]] (sikour a reas anezhañ da grouiñ « [[Ar Falz]] » e 1903) ha gant [[Armañs Keravel]]. Graet eo bet prizoniad e-pad ar brezel. Distroet da Vreizh, e 1941, e tigoras e [[Plistin]] ar c'hentañ skol e brezhoneg skoazellet gant [[Frañsez Kervella]]. Serriñ a reas ar skol e fin ar brezel rak koustañ a rae re ger dezhañ. Heskinet, bac'het ha tennet digantañ e garg a skolaer e skolioù ar gouarnamant, ez eas da Bariz hag implijet e voe gant [[Air-France]], dre ma ouie meur a yezh. Aze e reas anaoudegezh gant [[Roger Gargadenneg]] ; e fin e vuhez,e kemeras perzh gantañ en « [[Kêr Vreizh]] » ha rener e voe e 1964.
 
===Fin e vuhez===