Lanv du an Olympic Bravery : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
An '''Olympic Bravery''' a oa ur goureoullestr nevez-flamm gantañ ur pavilhon [[Liberia|Liberian]]. Mont a reas war ar sec'h e [[Bae Yusin]] (hanternoz [[Enez Eusa]]) d'an [[23 Genver|23 a viz Genver]] [[1976]] p'edo gant e hent da vro [[Norge]] evit bezañ dizarmet. Ne oa eta ennañ nemet 1 200 tonennad eoul-maen evit e vont en-dro dezhañ e-unan. Dre wall an tabutoù etre ar paramantour hag ar c'hretaer, hag ivez dre faziwall ar [[Stad c'hall]] a felle dezhañ chom er-maez eus an afer, ne voe ket cheñchet plas d'al lestr. Siwazh, etre an 12 hag an 13 a viz Meurzh e tegouezhas ur barr-tourmant e-kichen an enez ha terriñ a ra al lestr dre an hanter. Ul lanv du a saotras neuze aodoù Eusa. Ret e oa gortoz ar 15 a viz Meurzh evit ma vo lakaet e pleustr ar [[plan Polmar]] ha naetaet an aodoù gant soudarded.