Mu'ammar al-Qaddafi : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''Mu'ammar Abu Minyar al Qadhafi''' pe '''Mouamar al-Kadafi''' ([[arabeg]]: '''{{Audio|Ar-Muammar al-Qaddafi.ogg|معمر القذافي}}''', [[Treuzlizherennadur arabek|treuzlizherennadur]]: ''Mu‘ammar al-Qaḏḏāfī'' ; treuskrivadur brezhonekaet: Mouamar al-Kadafi), anvet da gustum '''ar c'horonal Kadafi''', zo un [[den Stad]] [[libia]]n, bet ganet d'an 19 a viz Even 1942 e Sirt.
 
Ofiser eus an arme e oa pa zeuas da vezañ ''[[de facto]]'' rener [[Libia]] goude un [[taol Stad]], e [[1969]], a ziskaras renadar [[monarkiezh|vonarkiezh]] a oa an tiegezh al-Sanussi aen oahe e penn ar vrofenn neuze. Chom a reas e penn ar Stad e-pad 42 vloaz, ha sevel a reas e-doug an amzer-se un [[diktatouriezh]] a seller outi evel unan eus ar re galetañ er bed.
 
E [[1977]] e adaozas ensavadurioù politikel Libia oc'h ober eus ar vro ur ''[[Jamahiriya]]'', renet en un doare teorikel gant ur reizhiad [[demokratiezh eeun]]. Daoust ma tilezas e garg ofisiel a benn ar Stad libian, e [[1979]], e chomas e penn Libia gant an titl a « Heñcher dispac'h ar ''Jamahiriya'' bras arab libian poblek ha sokialour » (pe en un doare eeunoc'h « Heñcher an dispac'h » pe « « Breur heñcher »). Skrivet eo bet gantañ e oberenn al ''[[Levr Glas]]'' ma tispleg e gelennadurezh. Ingal e savsavas a-enep ar [[berbereg]], ha lavaret a rae e oa ar [[berbered|Verbered]] ur vojenn bet degaset gant trevadennourien Europa. Berz a lakas war ar berbereg en e vro.
 
War an dachenn etrebroadel e tifenne an [[hollarabouriezh]] hag an [[hollafrikanouriezh]]. Ne derme ket da arc'hantañ [[spontouriezh|aozadurioù spontour]] ha luskadoù emsavidi er bed a-drugarez d'ar gounidoù degaset d'e vro gant an eoul-maen. Peurliesañ e seller outañ evel an hini a oa kiriek eus [[gwalldaol Lockerbie]] e [[1988]] hag eus ar [[Vol 772 UTA|gwalldaol a-enep an nij 772 UTA]] e [[1989]], ma oa lazhet 440 den. Da c'houde e reas strivoù kuit ma vefe re digenvezzigenvez e vro war an dachenn diplomatek etrebroadel, kuit da vezañ taget gant ar [[Stadoù-Unanet]].
 
Adalek miz C'hwevrer 2011 e oa hejet Libia gant un emsavadeg en e enep a droas buan e [[brezel sivil]] e 2011. Goude ma oa kemeret [[Tripoli (Libia)|Tripoli]] gant an emsavidi e miz Eost 2011 e erruas ar [[kuzul broadel tremen|c'huzul broadel tremen]] er galloud, ha Mouammar Kadafi a dec'has. Ne zeuer ket a-benn da c'houzout e pelec'h emañ hiziv an deiz. Savet zo bet ur [[Kemenn herzel etrebroadel|c'hemenn herzel etrebroadel]] evit [[torfed a-enepan denelezh]]. Tud a afer libian o deus prometet un arc'hopr d'an neb a ziskulio anezhañ.