Irak : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
→‎Lenn ivez: Kempenn
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 40:
|-
|}
'''Irak'''<ref>Levr Istor-Geografiezh, 6vet, [[TES]]</ref>, pe '''Iraq'''<ref>[[Geriadur Brezhoneg an Here]], 2001, p.1430.</ref> (''Al ‘Irāq'' العراق), zo '''Republik Irak/Iraq''' (''al Jumhūrīyah al `Irāqīyah'' الجمهورية العراقية) stumm hir hec’h anv. En norzh d'al [[ledenez arab]] emañ ar vro-mañ ha [[Baghdad]] eo ar gêr-benn anezhi. [[Muzulmaned]] (chiited ha sunnited) eus ar [[Reter-Nesañ]] eo an darn vrasañ eus an dud zo o chom enni, met kristenien a gaver niveruzik ivez. [[Arabed]], [[Kurded]] ha [[Turkomaned]] eo ar pobloù niverusañ. Aloubet e oa bet gant ar [[Stadoù-Unanet Amerika|Stadoù-Unanet]] e 2003, met e dibenn ar bloaz [[2001]] e tlefe ar soudarded amerikan bezañ aet kuit, nemet hag un emglev nevez a vefe kavet.
 
En em ledañ a ra Irak war al lodenn vrasañ eus [[Mezopotamia]], unan eus kevell ar sevenadur. War ribloù ar stêr [[Eufratez]], a dremen dre [[Baghdad|Vaghdad]], eoe oa bet krouet ar skritur 3 000 bloaz zo.
 
E-pad pell amzer e voe an tiriad-se ul lodenn eus an [[Impalaeriezh otoman]]. Aloubet e voe gant ar [[Rouantelezh-Unanet]] e deroù an {{XXvet kantved}}. Start e oa bet an traoù evit an alouberien peurliesañ.