Pierre Buyoya : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : '''Pierre Buyoya''' (ganet d'ar 24 a viz Du 1949) zo ur soudard hag ur politikour eus Burundi, bet prezidant ar vro div wech (1987-1993 ha 1996-2003). Distroadañ a reas [[Jean-B...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
Distroadañ a reas [[Jean-Baptiste Bagaza]] e miz Gwengolo 1987, staliañ an Trede Republik hag en em lakaat da brezidant d'an 9 a viz Gwengolo. Disklêriañ a reas klask gwellaat an darempredoù etre an [[Tutsied]] hag an [[Hutu]]ed met dre ma rene ur strollad ennañ Tutsied dreist-holl ec'h emsavas an Hutued e miz Eost 1988, ar pezh a voe kaoz eus marv 20 000 den. Diwar-se e voe savet ur [[bonreizh|Vonreizh]] nevez e 1992 hag a embanne ne vefe ket etnek gouarnamant Burundi. D'ar 1añ a viz Even 1993 e voe aozet un dilennadeg demokratel gounezet gant [[Melchior Ndadaye]], un Hutu eus ar strollad politikel FRODEBU (''Front pour la Démocratie au Burundi'').
 
Ar [[brezel diabarzh]], kaoz eus marv 200 000 den, a darzhas e miz Here 1993 goude ma voe lazhet Ndadaye e-korf un taol-Stad. D'ar 25 a viz Gouere 1996 ec'h aozas Buyoya un taol-Stad gant sikour an arme ha distroadañ ar prezidant [[Sylvestre Ntibantunganya]]. Distanañ a reas ar brezel, hep terriñ da vat. Ar [[kumuniezh etrebroadel|gumuniezh etrebroadel]] a zisklêrias kastizoù ekonomikel ouzh Burundi en abeg d'an taol-Stad-se, betek ma voe savet ur gouarnamant liesetnek gant un Hutu, [[Domitien Ndayizeye]], da vesprezidant ar vro.
 
D'an 30 a viz Ebrel 2003 e roas Buyoya ar galloud da Ndayizeye.
 
==Daveenn==
 
* Pennad e ''Libération'', 06/03/1998 : [http://www.liberation.fr/portrait/0101241560-pierre-buyoya-48-ans-president-tutsi-non-elu-du-burundi-a-majorite-hutue-est-recu-aujourd-hui-a-l-elysee-par-jacques-chirac-putschiste-de-consensus]