Reichstag : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot kemmet: mr:राइशस्टाग
D r2.7.2) (Robot kemmet: el:Κτήριο του Ράιχσταγκ; Kemm dister
Linenn 1:
[[Skeudenn:Reichstag building Berlin view from west before sunset.jpg|thumb|right|400px|Ar Reichstag]]
 
Ar '''Reichstag''' a zo ur savadur lec’hiet e [[Berlin]]. Ennañ e voe bodet ar Reichstag eus 1894 betek tan-gwall ar 27 a viz C’hwevrer [[1933]]. Abaoe [[1999]] e vez bodet ar [[Bundestag]] ennañ.
E miz Kerzu [[1894]] e voe echu ar savidigezh anezhañ, diwar steuñv Paul Wallot. A-fet arzoù ha savouriezh ez eo ur savadur doare Azginivelezh italian uhel. E-kerzh ar brezel bed kentañ eo bet ouzhpennet an dro-lavar« Dem Deutschen Volke » (d’ar bobl alaman).
D’an 9 a viz Du [[1918]] en em stalias ar politikour sokial-demokrat Philipp Scheidemann ouzh unan eus prinistri ar Reichstag, hag ec’h embannas e oa echu monarkiezh Hohenzollern hag e oa war un dro penn-kentañ ar Republik.
Linenn 7:
[[Skeudenn:Reichstag members 1933 memorial.jpeg|thumb|left|Maen-koun ar 96 kannad eus an tu kleiz hag eus ar c'hreiz lazhet gant an Nazied e [[1933]]]]
 
== Tangwall ==
E-pad an noz etre ar 27 hag an 28 a viz C’hwevrer [[1933]] e voe c'hwezhet an tan er Reichstag, gant an Izelvroad [[Marinus Van der Lubbe]] hervez ar gouarnamant nazi. Ne voe ket kalz a zistruj. Profitañ a reas an nazied evit kinnig an darvoud evel un irienn aozet gant ar gomunisted, ha neuze e waskjont o enebourien bolitikel, ar gomunisted en o zouez. D’ar mare-se en em vode neuze ar parlamant er [[c'hoarigandi]] Kroll (''Krolloper'' en alamaneg).
 
== Goude ar brezel ==
War lein ar Reichstag e voe lakaet ar banniel ruz gant soudarded an [[Arme Ruz]] d’an 30 a viz Ebrel [[1945]], pa voe tapet [[Berlin]] ganto. Ma’z eo brudet ar skeudenn-se ez eo bet kemmet a-benn tennañ un eurier gwisket gant unan eus ar soudarded.
 
Linenn 18:
 
Nevesaet eo bet ar Reichstag, nemet ar volz-toenn, etre [[1961]] ha [[1973]].
Goude unvanidigezh ar vro (d’an 3 a viz Here 1990) e tivizas ar parlamant (Bundestag) d’an 20 a viz Even [[1991]] e vefe kuitaet Bonn ha staliet ar parlamant hag ar gouarnamant kevreadel e [[Berlin]], hag er Reichstag.
An tisavour [[Sir Norman Foster]] a c’hounezas ar genstrivadeg evit nevesaat ar savadur. E-kerzh al labourioù e voe goloet gant [[Christo]] ha Jeanne-Claude. Deuet e ar volz-toenn da vezañ arouez ar savadur.
 
Da vare al lid-digor e savas trouz abalamour d’un oberenn-plant. Pedet e voe ar gannaded da zegas douar eus o fastell-vro hag ivez un hadenn. Ar pal a oa lakaat plant da greskiñ tro-dro d’ar dro-lavar «Der Bevölkerung» (d’ar boblañs), skrivet er porzh diabarzh, hag a genglot gant «Dem Deutschen Volke» (d’ar bobl alaman, skrivet ouzh tal ar savadur) hag a oa gwelet evel ul lugan broadelour.
Kemend-se a dalvez e fell d’ar gannaded labourat evit ar gevredigezh, Alamaned a-orin hag estrañjourien enni.
Reuz a savas pa brofitas ur gannadez eus ar [[Bündnis 90/Die Grünen|Re C’hlas]] evit plantañ greun [[kanab]]. Hiziv an deiz ez eo damguzhet an dro-lavar, aes e vez gwelout anezhañ koulskoude diouzh an noz, pa vez sklerijennet ar savadur.
Linenn 37:
[[da:Rigsdagsbygningen i Berlin]]
[[de:Reichstagsgebäude]]
[[el:Κτήριο του Ράιχσταγκ]]
[[en:Reichstag (building)]]
[[eo:Reichstag (konstruaĵo)]]