Ilias : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 44:
* '''Kan II''': Touellet eo [[Agamemnon]] gant un hunvre trec’h kaset gant Zeus ha pa zihun ez eo sur da faezhañ e enebourien. Van a ra neuze da gaout c’hoant da gas e vrezelourien d’ar gêr evit amprouiñ o youl d’en em gannañ. Prest a-walc’h e vefent da vont kuit met broudañ a ra [[Odisseus|Odisseüs]] an [[Akeaned]] da genderc’hel ar brezel. En em brientiñ a ra an div arme evit an emgann. Sevel a ra Homeros [[Roll eus al listri|Roll listri an Akeaned]], hag hini brezelourien Troia hag eus o c’hevredidi.
* '''Kan III''': Spouronet eo an Troian [[Paris, mab Priam|Paris]] pa wel [[Menelaos]], ar roue en deus skrapet e wreg digantañ, ar pezh a lakas ar brezel da darzhañ. Goude rebechoù kalet e vreur [[Hektor]], Paris a zifi Menelaos d’en em gannañ den-ouzh-den evit disoc’h gant ar brezel. E-keit ha m'emañ ar vrezelourien oc'h aozañ an emgann daou e tiskouez [[Elena Troia]] da [[Priam|Briam]] pennoù brasañ an Akeaned. Kregiñ a ra an emgann ha Menelaos, brezelour arroutet, a gemer buan an tu kreñv war Baris. Savetaet eo Paris diouzh ar marv gant [[Afrodite]], avat, a gas anezhañ da Droia.
* '''Kan IV''': War ar [[menez Olimpos]] e plijfe da Zeus e vefe anavet trec'h Menelaos, ar pezh a rofe an tu da sevel ar peoc'h ha da saveteiñ Ilion. E wreg [[Hera]], avat, a fell dezhi distruj Troia ha goulenn a ra digant [[Atena]] boutañ an Droianed da derriñ o leoù peoc'h. Houmañ a atiz [[Pandaros]] da gas ur saezh da Venelaos. Torret eo an dreverz diouzhtu ha kregiñ a ra ur gombat all.
* '''Kan V''': Lazhañ a ra an Akeaned un niver bras a enebourien. Gloazañ a ra [[Diomedes]] [[Aeneias]] hag [[Afrodite]] deut war e sikour. Kemer a ra perzh an doueed an emgann. Plegañ a ra an Droianed a-raok kemer kalon en-dro pa zistro Aineias, savetaet gant [[Apollon]] hag a vroud ivez e vreur [[Ares]] da sikour an Droianed. Entanet gant komzoù [[Sarpedon (disheñvelout)|Sarpedon]] e kas Hektor e vrezelourien d'an argad. Diskenn a ra neuze an doueezed Atena ha Hera war an dachenn emgann ha gant o sikour e teu [[Diomedes]] a-benn da c’hloazañ Ares e-unan. Erziwezh e tistro an doueed d'ar Menez Olimpos da glemm dirak Zeus.
* '''Kan VI''': [[Glaokos]] ha [[Diomedes]] a salud an eil egile e-pad un dreverz ; Distreiñ a ra [[Hektor]] da [[Troia|Droia]] ha komz gant e wreg [[Andromac'he]].