Roparz Hemon : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 33:
 
==Gwalarn==
Sevel a reas ar [[kelaouenn|gelaouenn]] [[Gwalarn (kelaouenn)]] e [[1925]], gant ar pal krouiñ ul [[lennegezh]] wirion evit ar [[brezhoneg]]. Gant [[Olier Mordrel]] en doa savet, da gentañ, ur stagadenn lennegel da gelaouenn [[Breiz ataoAtao]], renet gant ar [[Strollad Broadel Breiz]]. Dont a reas ar gelaouenn lennegel Gwalarn da vezañ distag er bloaz war-lerc'h. Chom a reas rener ar gelaouenn betek [[1945]] ha delc'her da lakaat anezhi da zont er-maez bep daou viz ingal. Enni e veze embannet oberennoù nevez o stumm, darn anezho levezonet kreñv gant lennegezhioù ar yezhoù all ([[saozneg]], [[spagnoleg]], [[alamaneg]], [[italianeg]]). Ur [[Roll skrivagnerien Skol Walarn|bochad skrivagnerien yaouank]] a gemeras o lañs ken e vez lavaret ez eus ul luskad lennegel anavezet dindan anv [[Skol Walarn]]. Digeriñ ar brezhoneg war ar bed a oa e bal, ha troidigezhioù e-leizh a oa bet kaset da benn, diwar [[Andersen]], [[Bocaccio]], [[Cervantes]], [[Pouchkin]], [[Shakespeare]]... Lakaat al lennegezh keltiek da vezañ anavezet a oa bet graet ivez, evel [[mojenn]]où kozh [[Iwerzhon]] hag ar [[Mabinogion]].
 
En-dro dezhañ e teuas ur bagad brav a dud yaouank ez eo chomet o anv en istor ar yezh, evel [[Youenn Drezen]], [[Fañch Elies]] ([[Abeozen]]), [[Loeiz ar Floc’h]] ([[Maodez Glanndour]]), [[Frañsez Kervella]] ([[Kenan Kongar]]), [[Langleiz]], [[Jakez Riou]], [[Fant Rozeg|Meavenn]], ha meur a hini all c’hoazh...