Jadwiga Anjev : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Matejko Jadwiga.jpg|thumb|'''Hedwig Pologn''']]
[[Skeudenn:Polska 1386 - 1434.png|left|250px|thumb|right|250px|Pologn ha Lituania etre 1386 ha 1434]]
 
'''Jadwiga Andegaweńska''' (e poloneg), anavezet ivez evel '''Hedwig Anjev''' (abalamour ma oa eus un tiegezh eus [[Anjev]]), pe '''Hedwig Pologn''', ganet e [[Buda]] e [[1372]], marvet e [[Krakow]] e [[1399]], a oa kurunennet "roue" (''rex'') eus Pologn[[Polonia]] eus 1384 betek 1399.
 
Merc'h e oa da [[Loeiz Iañ]], roue [[Hungaria]] (''Nagy Lajos'' en [[hungareg ]], en Ludwik Węgierski en poloneg, Andegaweński - Anjev), ha leroue 5Pologn. marsAnvet 1326,eo mortbet leda 10santez septembregant 1382an à[[Iliz Trnava (Slovaquie), ha roue Polognkatolik]].
 
== Ren ==
Anvet eo bet da santez gant an [[Iliz katolik]].
[[restr:Jadwiga CP.jpg|290px|thumb|Bez Hedwig Iañ, rouanez Polonia e penniliz Sant-Stanislas-ha-Venceslas Krakovia]]
Goude marv ar roue Loeiz I<sup>añ</sup> e miz Gwengolo [[1382]], tra ma oa kavet abeg e gwirioù he c'hoar henañ [[Mari Iañ Hungaria|Mari]], hêrez an div rouantelezh abaoe [[1379]], war dron [[Hungaria]], e oa anvet Hedwig "roue" Polonia gant noblañs ar vro-se he doa c'hoant da baouez gant an unaniezh etre Hungaria ha Polonia.
 
Kurunennet e oa Hedwig e [[Krakovia]] d'ar {{Deiziad|15|Here|1384}}. Daoust ma vez anvet « ar rouanez » bremañ, Hedwig a oa kurunennet « Roue Polonia » ; « ''Hedvig Rex Poloniæ'' », ha n'eo ket « ''Hedvig Regina Poloniæ'' ». Jener gourel he zitl a verke e oa klok he galloud riegez, e-skoaz an titl rouanez a veze implijet kentoc'h evit ober anv eus gwreg ar roue.
 
War goulenn an [[Dael]] e voe ret dezhi terriñ he dimeziñ gant ar priñs aostrian yaouank [[Gwilherm Aostria|Gwilherm Habsbourg]] da eurediñ da 14 vloaz d'an {{Deiziad|18|C'hwevrer|1386}} e [[Krakovia]] gant [[Ladislas II Jagellon|Jagellon]] ([[1351]] † [[1424]]), [[Roll duged-veur Lituania|dug-meur Lituania]], ur [[pagan]] 35 vloaz a zeuas da vezañ kristen hag a oa badezet « Ladislas » pe « Vladislav » ([[poloneg]] ''Władysław Jagiełło'') hag a oa dilennet ivez roue [[Polonia]]. Da c'houde an dimeziñ-se e vo kristenekaet holl [[Lituania]] a zeuas da vezañ [[katoligiezh|katolik]].
[[Skeudenn:Polska 1386 - 1434.png|left|250px|thumb|Pologn ha Lituania etre 1386 ha 1434]]
 
Mervel a reas Hedwig I<sup>añ</sup> diwar wilioud, pevar devezh goude he merc'h kentañ Elesbed Bonifasia, bet ganet d'an 22 a viz Even hag aet da anaon d'an 13 a viz Even [[1399]]. He fried a chomas roue war goulenn Stadoù ar rouantelezh a-unvouezh.
 
Ar rouanez hag a gomze meur a yezh (latin, bosnieg, hungareg, serbeg, poloneg hag alamaneg) hag he doa asantet da aberzhiñ he buhez personel evit mad hag amzer da zont he bro zo deuet da vezañ paeronez Polonia ha lakaet e oa da santez gant [[Yann-Baol II]] d'an 8 a viz Even [[1997]]. Lidet e vez he gouel d'ar 17 a viz Even<ref>[http://nominis.cef.fr/contenus/saint/10259/Sainte-Hedwige.html Gwelet santez Hedwig war Nominis.]</ref>.