Diforc'hioù etre adstummoù "Galated"

496 okted ouzhpennet ,  13 vloaz zo
Astenn war ar galateg
D (Reizh.)
(Astenn war ar galateg)
[[Skeudenn:NAMA Galate.jpg|thumb|250px|Milour galat gloazet, delwenn kavet e [[Delos]], kizellet war-dro [[-100|100 kt J.-K.]], [[Mirdi arkeologiezh broadel e Aten]]]]
 
Ar '''Galated''' a zo bet un nebeut [[Kelted|pobloù kelt]] a yeas d'ober o annez e kreiz '[[Azia-Vihannañ]] en [[Henamzer]] hag o rannvro.annez nevez a zo bet anvet ''Galatia'' e-pad kantvedoù betek dibendibenn an [[impalaeriezh roman]]. O [[kêr-benn|c'hêr-benn]], relijiel d'an nebeutañ, a zo bet [[Ankira]], deuet da vezañ [[Ankara]], [[kêr-benn]] [[Turkia]] hiziv. Evit ar [[ Henc'hres|Gresianed]] hag ar [[Henroma|Romaned]] e vezent gwelet evel [[Galianed]].
 
==Krouidigezh Galatia==
Ul lu Kelted eus Galia a aloubas [[Makedonia]] ha [[Bro-Gres]] goude bezañ chomet ur prantadig e Galia tal an [[Alpoù]] hag a dreuzas an [[Hellespontos]] goude bezañ preizhet pinvidigezhioù bras [[templ]]où [[Delfos]], ur veaj a oe graet an [[Ergerzhadeg bras]] eus outañ. Dindan urzhioù Luterios ha Leonorios e tizhjod Azia-Vihannañ pa oant bet kouviet da zont enni gant roue Bitinia, [[Nikomedes Ia{{ñ}}]] evit ma lakint da ziarbenn ar roue seleukour Antiokios Iañ.<br>
Trechet gantañ e yeas ar Gelted e takadoù [[menez]]iek uhelañ [[Frigia]] a oe roet anv Galatia diwarno. Ar prinselezh nevez en doa harzoù gant [[rouantelezh ar Pontos]] hag hini [[Paflagonia]] e [[Norzh]], [[Kapadokia]] e [[Reter]], rouantelezh Pergam e Su hag hini Bitinia e [[Kornôg]]. Pa oa disheñvel o renad eus hini o amezeien e veze graet ''kumuniezh ar Galated'' eus o tri bobl. (''Koinon Galatôn'' e [[gresianeg]] ha [[Commune Galatarum]] e [[latin]]).
 
==Framm politikel ar Galated==
An tri bobl a zo an '''[[Tektosaged]]''' o doa Ankira evel kêr-benn ([[Ankara]] hiziv), an '''[[Tolistobogied]]''' o doa teir [[keoded|geoded]] pennañ, [[Pessinos]], [[Gordion]] ha Tolistotoka hag an '''[[Trokmed]]''' dezho ar geoded [[Tavion]] hag Ekkobriga. [[Renet]] e oa pep pobl gant ur pederbeli (tri benn bras evit gwir) : ur penn, ur [[barner]] (''dikastes'') hag ur [[jeneral]] gant daou ofiser (''stratophylax'' ha ''hypostratophylax'').
 
Ur c'hevredad riezoù brezelour dindan ur [[brientinelezh]] milour e veze Kumuniezh ar Galated. Hervez [[Strabo]], ar" bederveliourien" (''tetrarc'hontes'') ha 300 ezel ar C'huzul en em vode en ul lec'h digor, nepell diouzh Ankara, anvet ''Drunemeton'' ("Neved an dervdrouized" marteze, sell [[Nemeton]]). El lec'h sakr-se, ananeved, nevede mveze dalc'edohet al [[lezvarn hakastiz]] ma gant an 300 kuzulier evel barnerien hag eno e veze graet an aferioù. Tennañ e reent splet eus ar [[sevel-loened]], met e sachent muioc'h a binvidigezhioù eus an ergerzhadegoù, ar preizhata hag [[arc'hant]] an [[daspren]]où . Brudet e vezent evit bezañ [[goprsoudard]]ed taer ha kriz. Kemeret o deus perzh e [[brezel]]ioù diehan e veze e [[Azia-Vihannañ]] ha ne oent ket plijet pa kouezhjod dindan ren [[Mitridates]], roue ar Pont.
 
Aloubet eo bet Galatia gant Roma e - 189, lakaet dindan statud ur [[proviñs Galatia|proviñs]] e - 64 ha staget ouzh an [[impalaeriezh roman]] e - 25. Asantet o deus mat bezañ enkorfed er riez roman hag e vez anavezet darn buhez an impalaer Aogust diwar ensrivadurioù[[enskrivadur]]ioù war un templ nepell diouzh Ankara. E penn an [[hoalad kristen]] e vez degaset ar [[kristeniezh|relijion kristen]] ha savet un aozadur, iliz Galatia ha Saul Tarsia, deuet da vezañ an [[sant Paol (abostol)|abostol sant Paol]], a skrivas dezhi ul [[lizher]] a gaver er [[Nevez testamant]] hiziv ([[Lizher d'ar Galated]]).
 
==Yezh==
MeurAnv aez anveus galate aoberennoù zo[[klasoù|skrivagnerien galianklasel]] ezo furm,eus metar eyezh reentkomzet gant titloùar gresianeg.Galated Skrivethag ena seblant bezañ bet ur rann eus hini ar Galianed, rak e deusskrive [[sant Yerom]] (347-420) e komze ar Galated ar galian c'hoazh hag e oa o yezh heñvel ouzh hini tud [[Trever]] ([[Alamagn]] hiziv).
Meur a anv galat a zo galian e furm, met e reent gant titloù gresianeg pa veze meur a gresian o chom en o bro. War-dro 120 termen a zo bet kavet pe el lennegez pe en enskrivadurioù. An darn-vuiañ a zo anvioù-tud. Sell ouzh ar pennad war ar [[galateg]].
 
 
==Sell ivez ==
* [[Kelted]] - [[Drouizelezh]] - [[Galateg]]
* [[Galia]] - [[Ergerzhadeg bras]]
* [[Galateg]]
* [[Kelted]]
* [[Galia]]
 
 
[[cs:Galatové]]
[[de:Galater]]
[[fr:Galates]]
[[nl:Galaten]]
[[ru:Галаты]]
[[tr:Galatlar]]
4 039

modifications