Galated : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Astenn war ar galateg
Astenn war ar galateg
Linenn 9:
 
==Framm politikel ar Galated==
An tri bobl a zo an '''[[Tektosaged]]''' o doa Ankira evel kêr-benn ([[Ankara]] hiziv), an '''[[Tolistobogied]]''' o doa teir [[keoded|geoded]] pennañ, [[Pessinos]], [[Gordion]] ha Tolistotoka hag an '''[[Trokmed]]''' dezho ar geoded [[Tavion]] hag Ekkobriga. [[Renet]] e oa pep pobl gant ur pederbeli (tri benn bras evit gwir) : ur penn, ur [[barner]] (''dikastes'') hag ur [[jeneral]] gant daou [[ofiser]] (''stratophylax'' ha ''hypostratophylax'').
 
Ur [[kevredad|c'hevredad]] riezoù brezelour dindan ur [[brientinelezh]] milour e veze Kumuniezh ar Galated. Hervez [[Strabo]], ar" bederveliourien" (''tetrarc'hontes'') ha 300 ezel ar C'huzul en em vode en ul lec'h digor, nepell diouzh Ankara, anvet ''Drunemeton'' ("Neved an drouized" marteze, sell [[Nemeton]]). El lec'h sakr-se, aneved, e veze dalc'het al [[lezvarn kastiz]] gant an 300 kuzulier evel barnerien hag eno e veze graet an aferioù. Tennañ e reent splet eus ar [[sevel-loened]], met e sachent muioc'h a binvidigezhioù eus an ergerzhadegoù, ar preizhata hag [[arc'hant]] an [[daspren]]où . Brudet e vezent evit bezañ [[goprsoudard]]ed taer ha kriz. Kemeret o deus perzh e [[brezel]]ioù diehan e veze e [[Azia-Vihannañ]] ha ne oent ket plijet pa kouezhjod dindan ren [[Mitridates]], roue ar Pont.
 
Aloubet eo bet Galatia gant Roma e - 189, lakaet dindan statud ur [[proviñs Galatia|proviñs]] e - 64 ha staget ouzh an [[impalaeriezh roman]] e - 25. Asantet o deus mat bezañ enkorfed er riez roman hag e vez anavezet darn buhez an impalaer Aogust diwar [[enskrivadur]]ioù war un templ nepell diouzh Ankara. E penn an [[hoalad kristen]] e vez degaset ar [[kristeniezh|relijion kristen]] ha savet un aozadur, iliz Galatia ha Saul Tarsia, deuet da vezañ an [[sant Paol (abostol)|abostol sant Paol]], a skrivas dezhi ul [[lizher]] a gaver er [[Nevez testamant]] hiziv ([[Lizher d'ar Galated]]).
Linenn 17:
==Yezh==
Anv ez eus e oberennoù [[klasoù|skrivagnerien klasel]] zo eus ar yezh komzet gant ar Galated hag a seblant bezañ bet ur rann eus hini ar Galianed, rak e skrive [[sant Yerom]] (347-420) e komze ar Galated ar galian c'hoazh hag e oa o yezh heñvel ouzh hini tud [[Trever]] ([[Alamagn]] hiziv).
Meur a anv galat a zo galian e furm, met e reent gant titloù gresianeg pa veze meur a gresian o chom en o bro. War-dro 120 termen a zo bet kavet pe el lennegezlennegezh ar c'hlasoù pe en enskrivadurioù. An darn-vuiañ a zo anvioù-tud. Sell ouzh ar pennad war ar [[galateg]].