Teiresias : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 52:
 
=== Tiresias en Ifernioù ===
[[Image:Odysseus Tiresias Cdm Paris 422.jpg|thumb|left|280px|[[Odisseüs]] en ifernioù a c'houlennata spered Tiresias, [[Krater (lestr)|krater]] e stumm ur c'hloc'h eus [[Lucania]] savet gant liver Dolon, IV{{e}} kantved kent J.-K., kambr-studi ar medalennoù, [[Levraoueg vroadel Bro-C'hall]]]]
 
Ar pezh en deus skrivet Kallimac'hos en deus desket dimp en doa resevet Tiresias ar galloud dreistnaturel da viret e spered goude e varv. Abalamour da se ez eo lakaet da zont en-dro eus rouantelezh ar re varv gant [[Odisseüs]], en ''[[Odisseia]]'', rak e ziougan a oa an doare nemetañ, evit mab [[Laertes]], da c'hoût penaos distreiñ d'ar gêr. Diouzh alioù [[Kirke]] e kas Odisseüs da benn an [[evad-kinnig|evadoù-kinnig]] hag an aberzhioù ret da vont e darempred gant anaon ar re varv. Gwad an anevaled aberzhet a ver er foz a laka anaon ar re varv da zont eus an ifernioù da evañ anezhañ. Ret eo da Ene Tiresias evañ da gentañ rak mod all e vefe re niverus an anaon ha ne c'hallfe ket Odisseüs selaou e gomzoù. Kirke a ra anv anezhañ evel « an dall n'en deus kollet mann eus e spered »<ref>''Odisseia'', X, 492</ref>, e-skoaz an eneoù all zo sellet oute evel « pennoù dinerzh ar re varv »<ref>''Odisseia'', XI, 29</ref>. Tiresias zo deskrivet « o terc'hel gantañ en e zorn ur vazh aour »<ref>''Odisseia'', XI, 90</ref>, evel un arouez eus ar galloud en deus.