Jadwiga Anjev : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Moarvat n'he doa bet bugel all ebet
Linenn 15:
War goulenn an [[Dael]] e voe ret dezhi terriñ he dimeziñ gant ar priñs aostrian yaouank [[Gwilherm Aostria|Gwilherm Habsbourg]] da eurediñ da 14 vloaz d'an {{Deiziad|18|C'hwevrer|1386}} e [[Krakovia]] gant [[Ladislas II Jagellon|Jagellon]] ([[1351]] † [[1424]]), [[Roll duged-veur Lituania|dug-meur Lituania]], ur [[pagan]] 35 vloaz a zeuas da vezañ kristen hag a oa badezet « Ladislas » pe « Vladislav » ([[poloneg]] ''Władysław Jagiełło'') hag a oa dilennet ivez da roue [[Polonia]]. Da c'houde an dimeziñ-se e voe kristenekaet holl [[Lituania]] a zeuas da vezañ [[katolik]].
 
Mervel a reas Hedwig I<sup>añ</sup> diwar wilioud, pevar devezh goude he merc'h kentañ Elesbed Bonifasia, bet ganet d'an [[22 a viz Even]] hag aet da anaon d'an [[13 a viz Even]] [[1399]]. He fried a chomas da roue war goulenn Stadoù ar rouantelezh a-unvouezh.
 
Ar rouanez hag a gomze meur a yezh (latin, bosnieg, hungareg, serbeg, poloneg hag alamaneg) hag he doa asantet aberzhiñ he buhez personel evit mad hag amzer da zont he bro zo deuet da vezañ paeronez Polonia ha lakaet e oa da santez gant [[Yann-Baol II]] d'an 8 a viz Even [[1997]]. Lidet e vez he gouel d'ar 17 a viz Even<ref>[http://nominis.cef.fr/contenus/saint/10259/Sainte-Hedwige.html Gwelet santez Hedwig war Nominis.]</ref>.