Sant : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 34:
Enebiñ a ra ar [[Sunniegezh]] ouzh pep azeulerezh estreget hini Doue. Ar re a azeul ivez idoloù danvez pe tud a reer "genstrollerien" pe azeulerien-idoloù anezhe. Ur pec'hed anvet ''Shirk'' eo. Difennet eo kehelerezh ar sent er Sunniegezh eta. Koulskoude e vez anavezet santelezh tud zo hag e roer dezhe an titl enorus a ''hazrat'' neuze, evit komz eus ar Brofeded peurgetket. N'eus urzhaz relijiel ebet er sunniegezh. N'eus ket titloù santelezh roet gant un aotrouniezh eus ar relijion eta met anavezet e vez santelezh un den gant ar feizidi kentoc'h<ref>Diwar-benn ar sent en islam : "[http://clio.revues.org/document493.html Femmes et religions en Islam, un couple maudit ?]" gant Sossie ANDEZIAN, in ''CLIO, revue francophone d'histoire des femmes''. E-pad ur studiadenn eus [[kevrinadegezh]] ar maouezed e kinnig meiziad ar sant hag e vont en-dro e speredelezh muzulman ar maouezed.</ref>{{,}}<ref>Lenn ivez oberenn Émile Dermenghem (1892-1971), ''Vies des saints musulmans''. Eil embannadur. [[Arles]] : Sinbad-Actes Sud, dastumad « La bibliothèque de l'Islam », [[2005]]. 329 p., 23 cm {{ISBN|2-7427-5717-1}}</ref>.
 
Neoazh e broioù zo eus Afrika, er [[Maghreb]] peurgetket, e vez ur « meni » kehelerezh eus ar sent a-wezhioù, hag anvet int [[marabout (islam)|marabouted]] eno. Skourroù direizhkredennek a-walc'h eus ar [[soufiegezh]], a gaver o ''[[tariqa|zariqa]]'' en holl ar c'humuniezhioù muzulman, a anavez ivez ar « ''wali'' » ([[arabeg]] ولي, liester ''Awliyā''' أولياء), a vez troet gant ar ger sant el lennegezh saoznek ha gallek, daoust ma'z eo heñvelterheñvelster ar ger « ''wali'' » alies gant « heñcher etrezek Doue » pe « mestr ».
 
An Antropologourien o deus diskouezet an heñveledigezhioù etre ar sell taolet ouzh an dud veur soufi er relijion vuzulman boblek ha meiziad kristen ar santelezh. E broioù muzulman zo ez eus santualoù e-kichen bez ar sent soufi, hag e vez lidet devezhioù gouel da vare deiz-ha-bloaz marv ar sent. Un hengoun zo ivez a denn d'ar burzhudoù a vez sevenet e-kichen ar bezioù-se. A-wezhioù e vez aozet al lidoù diouzh un deiziadur heolel, kentoc'h evit diouzh an deiziadur islamek loarel<ref>Michael Gilsenan (1973), ''Saint and Sufi in Modern Egypt'', Oxford. ISBN 0-19-823181-4.</ref>.