Trovan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
Skeudennoù
Linenn 1:
[[Restr:Wendekreise.png|thumb|400px|right|An trovanoù (glas teñval) a bep tu d'ar c'heheder (glas sklaer).]]
{{LabourAChom}}
An daou [[ledred]] ma c'heller gwelout an Heol er [[zenit]] ur wech bep bloaz eo an '''trovanoù''' ha c'hoarvezout a ra da geñver ar [[goursav-heol]]. Anv an div drovan a zoeo ''Trovan ar C'hrank'' (en norzh) ha ''Trovan ar C'havr'' (er su). Amprestet eo bet ''trovan'' digant ar [[kembraeg|c'hembraeg]] "trofan" ha kavet e vez "tropik" diwar ar [[galleg]] e testennoù'zo.

An daou [[ledred]] ma c'heller gwelout an Heol er [[zenit]] ur wech bep bloaz eo an '''trovanoù''' ha c'hoarvezout a ra da geñver ar [[goursav-heol]]. Anv an div drovan a zo ''Trovan ar C'hrank'' ha ''Trovan ar C'havr''. Amprestet eo bet ''trovan'' digant ar [[kembraeg|c'hembraeg]] "trofan" ha kavet e vez "tropik" diwar ar [[galleg]] e testennoù'zo.

Pa vez kaoz eus an trovanoù (s. o. an dro-lavar "dindan an trovanoù") e vez meneget ivez an takad lec'hiet etre ledoù an trovanoù, da lavarout eo etre al ledoù 23° 17' N ha 23°27' S. hag emañ ar [[Keheder|C'heheder]] etrezo ha [[kenstur]] dezho.
War linenn ''Trovan ar C'hrank'' e weler an [[Heol]] dindan ur c'horn 90° da [[goursav-hañv|c'hoursav-heol an hañv]] hag da [[goursav-goañv|c'hoursav-heol ar goañv]] war linenn ''Trovan ar C'havr''. Kemeret eo bet anvioù an trovanoù diwar ar [[zodiak]] hag ez-resis eus anvioù ar [[steredeg|steredegoù]] ma kreder gwelout an Heol tost outo goude ar goursavioù-heol.

[[Plant an trovanoù]] a zo ar re a zo o annez orin en takad trovanel. Pa vez [[hin]] an takad-se tomm ha glavus e reer ''trovanel'' eus pep takad a zo an hin-se dezhañ, met kavet e vez lec'hioù n'int ket evel-se dindan an trovanoù, er menezioù uheloc'h da skouer.

E renkadur an hinoù savet gant Peter Köppen e vez termenet evel trovanel un hin gant ar perzhioù-mañ : n'eo ket krin ha ne'z a ket keidenn ar wrez en ur miz dindan 18 °C.

Un takad tomm gant ur marevezh glaveier hag ur marevezh sec'h eo takad an trovanoù nemet pa dostaer ouzh ar C'heheder e kouezh muioc'h-muiañ a c'hlaveier ken e kouezhont bemdez e takad ar C'heheder. Tro-war-dro d'an trovanoù ez eus nebeut a c'hlaveier hag ez eus [[dezerzh|dezerzhioù]]ioù bras evel hini ar [[Sahara]], hini mervent ar [[SUA]], hini [[Ledenez Arabia]], hini ar [[Goudjarat]] (takad bihan en India), hini [[dezerzh Atacama|Atacama]] ([[Chile]]) hag hini [[Namibia]]. Koulskoude n'eo ket krin an hinad dindan an trovan en [[India]], [[Tailand]], [[Laos]] ha [[Viêt-Nam|Viêt-nam]] diwar levezon ar [[monson]], da lavaret eo ar glaveier bras ha puilh sachet bep hañv war ar broioù-se gant tolzenn yen an [[Himalaya]].

[[Restr:Koppen World Map Af Am Aw.png|thumb|400px|right|Lodennoù ar bed gant un temz-amzer hag ur struzh trovanel (e glas).]]

[[Rummad:Douaroniezh]]