Trovan : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
+ rummad
Liamm diabarzh
Linenn 4:
War linenn ''Trovan ar C'hrank'' e weler an [[Heol]] dindan ur c'horn 90° da [[goursav-hañv|c'hoursav-heol an hañv]] hag da [[goursav-goañv|c'hoursav-heol ar goañv]] war linenn ''Trovan ar C'havr''. Kemeret eo bet anvioù an trovanoù diwar ar [[zodiak]] hag ez-resis eus anvioù ar [[steredeg]]où ma kreder gwelout an Heol tost outo goude ar goursavioù-heol.<br />
[[Plant an trovanoù]] a zo ar re a zo o annez orin en takad trovanel. Pa vez [[hin]] an takad-se tomm ha glavus e reer ''trovanel'' eus pep takad a zo an hin-se dezhañ, met kavet e vez lec'hioù n'int ket evel-se dindan an trovanoù, er menezioù uheloc'h da skouer.<br />
E renkadur an hinoù savet gant [[Peter Köppen]] e vez termenet evel trovanel un hin gant ar perzhioù-mañ : n'eo ket krin ha ned a ket keidenn ar wrez en ur miz dindan 18&nbsp;°C.<br />
Un takad tomm gant ur marevezh glaveier hag ur marevezh sec'h eo takad an trovanoù nemet pa dostaer ouzh ar C'heheder e kouezh muioc'h-muiañ a c'hlaveier ken e kouezhont bemdez e takad ar C'heheder. Tro-war-dro d'an trovanoù e vez nebeut a c'hlaveier hag e vez [[dezerzh]]ioù bras evel hini ar [[Sahara]], hini mervent ar [[SUA]], hini [[Ledenez Arabia]], hini ar [[Goudjarat]] (takad bihan en India), hini [[dezerzh Atacama|Atacama]] ([[Chile]]) hag hini [[Namibia]]. Koulskoude n'eo ket krin an hinad dindan an trovan en [[India]], [[Tailand]], [[Laos]] ha [[Viêt-Nam|Viêt-nam]] diwar levezon ar [[monson]], da lavaret eo ar glaveier bras ha puilh sachet bep hañv war ar broioù-se gant tolzenn yen an [[Himalaya]].