Bécassine : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 17:
Savet da gentañ da leuniañ pajennnoù gwenn, an istor, skrivet gant [[Jacqueline Rivière]] ha treset gant [[Joseph Pinchon]], a reas kement a verzh ma oa embannet pajennoù nevez en un doare reoliek, atav e stumm tresadennoù da leuniañ pajennoù gwenn.
 
Ne oa nemet e 1913 e teuas Bécassine da vezañ pennden istorioù muioc'h frammet. Treset atav gant Pinchon e oa skrivet an istorioù hiviziken gant Caumery (lesanv [[Maurice Languereau]]), unan eus kevelerien Gautier-Languereau, embanner ''La Semaine de Suzette''. D'ar mare-se e oa diskuliet anv "gwirion" an harozez, AnnaïckAnnaig Labornez, ha displeget e oa e teue he lesanv eus he c'hêriadenn c'henidik anvet Clocher-les-Bécasses.
 
Etre 1913 ha 1950 e oa embannet 27 levrenn eus avanturioù Bécassine. Pinchon a dresas 25 anezhe, hag [[Edouard Zier]] an div all. A-hervez e vije bet savet an 27 gant "Caumery", met goude marv Languereau e 1941 e oa implijet al lesanv gant re all.
Linenn 24:
 
Gant he c'hrouidigezh tri bloaz a-raok ''[[Les Pieds Nickelés]]'', ''Bécassine'' a vez sellet outi evel ganedigezh ar [[bannoù-treset]] a-vremañ, bannoù-treset Belgia ha Bro-Chall. Merkañ a ra ar mare ma trmener eus an istorioù skeudennaouet d'ar bannoù-treset gwirion<ref name=Obs/>. Awenañ a reas e stumm tresadennoù, gant linennoù bev, modern, ha rontet, ar stumm "[[linenn sklaer]]" implijet gant [[Hergé]] 25 vloaz diwezhatoc'h en ''[[Avanturioù Tintin]]''.
 
 
==Er c'hentañ kantved warn-ugent==