Bécassine : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 17:
Savet da gentañ da leuniañ pajennnoù gwenn, an istor, skrivet gant [[Jacqueline Rivière]] ha treset gant [[Joseph Pinchon]], a reas kement a verzh ma oa embannet pajennoù nevez en un doare reoliek, atav e stumm tresadennoù da leuniañ pajennoù gwenn.
 
Ne oa nemet e [[1913]] e teuas Bécassine da vezañ pennden istorioù muioc'h frammet. Treset atav gant Pinchon e oa skrivet an istorioù hiviziken gant Caumery (lesanv [[Maurice Languereau]]), unan eus kevelerien Gautier-Languereau, embanner ''La Semaine de Suzette''. D'ar mare-se e oa diskuliet anv "gwirion" an harozez, Annaig Labornez, ha displeget e oa e teue he lesanv eus he c'hêriadenn c'henidik anvet Clocher-les-Bécasses.
 
Etre [[1913]] ha [[1950]] e oa embannet 27 levrenn eus avanturioù Bécassine. Pinchon a dresas 25 anezhe, hag [[Edouard Zier]] an div all. A-hervez e vije bet savet anar 27 gant "Caumery", met goude marv Languereau e [[1941]] e oa implijet al lesanv gant rereoù all.
 
Goude marv Pinchon, e [[1953]], e kendalc'has an heuliad gant arzourien all, gant [[Jean Trubert]] peurgetket a grogas d'ober war-dro hehec'h avanturioù e [[1959]].
 
Gant he c'hrouidigezh tri bloaz a-raok ''[[Les Pieds Nickelés]]'', ''Bécassine'' a vez sellet outi evel ganedigezh ar [[bannoù-treset]] a-vremañ, bannoù-treset Belgia ha Bro-Chall. Merkañ a ra ar mare ma trmenertremener eus an istorioù skeudennaouet d'ar bannoù-treset gwirion<ref name=Obs/>. Awenañ a reas e stumm tresadennoù, gant linennoù bev, modern, ha rontet, ar stumm "[[linenn sklaer]]" implijet gant [[Hergé]] 25 vloaz diwezhatoc'h en ''[[Avanturioù Tintin]]''.
 
==Er c'hentañ kantved warn-ugent==