Bécassine : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:2834829900_1.jpg|thumb| La Semaine de Suzette]]
 
'''Bécassine''' ([[gioc'h]] e [[brezhoneg]]) zo anv ur rummad bandennoù-treset hagha hini o harozez a oa treset evit ar wezh kentañ e penn-kentañ an {{XXvet kantved}} (d'an [[2 a viz C'hwevrer]] [[1905]] er gelaouenn ''[[La Semaine de Suzette]]'') gant [[Joseph Pinchon]]. Sellet e vez ouzh Becassine, pe ''Annaig Labornez'' evel ar c'hentañ pennden gwregel en istor ar banndennoù-treset<ref name=Obs>[http://archquo.nouvelobs.com/cgi/articles?ad=culture/20050202.OBS7721.html&host=http://permanent.nouvelobs.com/ Bécassine a cent ans] in ''[[Le Nouvel Observateur]]'', February 2, 2005</ref>.
 
Ur [[matezh|vatezh]] eus [[Breizh]] eo Bécassine. Treset e vez peurliesañ gant dilhad a zrevez dilhad hengounel Breizh gant ur c'hoef ha botoù-koad. Dont a ra eus [[Penn-ar-Bed]], war a lenner, al lodenn eus ar vro a oa ar muiañ stag ouzh sevenadur Breizh e spered an treser. Koulskoude an dilhad zo dindani a laka kentoc'h da soñjal e dilhad hengounel [[picardie|Pikardia]]. Peurvuiañ e vez treset hep genoù.