Bouda : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 22:
 
[[Restr:Mahayanabuddha.jpg|thumb|280px|right|Bouda en e goazez, eus an tierniezh Tang, [[Hebei|Rannvro Hebei]] ]]
 
== En Theravāda ==
[[restr:MaitreyaSeated.JPG|thumb|120px|[[Maitreya]], bouda an amzer da zont, gant ar vuredad enni nektar an [[dharma]] en dorn kleiz ; arz ar [[Gandhara]], Eil kantved.]]
 
Ar [[boudaegezh|voudaegezh]] kozh pe [[Boudaegezh theravāda]] a gelenn e vez heuliet hent ar [[bodhisattva]] gant un nebeud tud hepken. E penn an hent-se e vez tizhet dihun peurvat ha glan ar ''samyaksambouddha'' a ro an tu da lakaat « rod an dharma da dreiñ » ha da skignañ ar gelennadurezh vat dre ar bed. Graet o deus ar mennad da vevañ kalz buhezioù a-raok dirak ur bouda eus an amzer dremenet. Cheñch a ra munudoù esped Bodhisattva hervez ar skolioù boudaegezh. Deskrivañ a ra ar ''Buddhavamsa'' tri zennad pe ''kalpa'' kent diraez ar vuhez ma teu ar bodhisattva da vezañ bouda. Ur wezh tizhet an [[nirvāna]], ar bouda (evel an arhat) a vev e vuhez diwezhañ. Ar marv a verk ar steuziadur klok ([[parinirvana]]).
 
Adalek an deroù e anavezas ar voudaegezh, ouzhpenn bouda hon oadvezh, meur a vouda o deus bevet en amzer dremenet. Menegiñ a ra an ''[[Digha Nikaya]]'' hag ar ''[[Samyutta Nikaya]]'' 6 anezhe, testennoù all 24, ar ''Buddhavamsa'' 27 ; an Apadana en ''[[Khuddaka Nikāya|Khuddaka-Nikaya]]'' a ya betek 35. Evit pezh a sell ar Voudaed da zont, [[Maitreya]], disklêriet e oa e zonedigezh gant Gautama e-unan, eo an hini nemetañ anavezet er reol pāli, mes testennoù skrivet goude evel an ''Dasabodhisattuppattikatha'' hag an ''Dasabodhisattaddesa'' a gont 9 anezhe, ha 7 anezhe zo meneget gant o lec'h annez : Metteyya (Maitreya), Rama, Pasena, Vibhuti zo o vevañ er baradoz Tusita, Subhuuti, Nalagiri, Parileyya zo o chom er baradoz Tavatimsa<ref>[[Edward Conze]], ''Thirty Years of Buddhist Studies: Selected Essays by Edward Conze'' [Oxford: Bruno Cassirer, 1967], p. 38</ref>.
 
 
== Notennoù ==