Karma (boudaegezh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
'''Karma''' ([[sañskriteg]], pe ''karman'', [[Pāli]]: ''Kamma'') a dalvez "ober". Kement tra a vefe graet, lâret, pe soñjet gant unan bennak zo ur ''c'harma''. er [[Boudaegezh|voudaegezh]], ar ger ''karma'' a vez implijet evit an oberoù sevenet a-ratozh (sañskriteg ''[[cetanā]]'', Pali: ''cetana'') gant ur boud n'eo ket sklêrijennet.
 
Degas a ra un disoc'h (sañskriteg, Pali ''[[vipaka|vipāka]]'' pe ur frouezhenn (sañskriteg, Pali: ''phala''), pe er vuhez-mañ, pe en ur vuhez goude un adc'hanedigezh da zont. Implijet e vez alies an daou c'her asambles (''vipākaphala''). Relijionoù indian all o deus ur sell disheñvel diwar-benn ar [[karma (relijion)|c'harma]]. ar c'harma eo an nerzh a laka da dreiñ rod kelc'hiad an adc'hanedigezhioù hep kontrol ebet (Sañskriteg, Pali [[Samsara (boudaegezh)|'' saṃsāra'']]) evit pep boud. En testennoù kentañ avat n'eo ket ar wikefre abegel nemetañ a levezon buhezioù ar boudoù santidik.
 
Evel m'en disklêr ul lenneg : "damkaniezh voudaek an ober hag an disoc'h (''karmaphala'') zo anezhi diazez ar pep brasañ eus ar gelennadurezh voudaek, abalamour ma ro ur patrom kempoell eus mont en-dro ar bed hag e voudoù. Hennezh a ya d'e dro d'ober diazez displegadennoù ar voudaegezh diwar-benn an hent da heuliañ da vezañ dieubet diouzh ar bed hag e zisoc'h, an ''nirvāṇa''."<ref>''Early Buddhist Theories of Action and Result: A Study of Karmaphalasambandha, Candrakirti's Prasannapada, verses 17.1-20'' by Ulrich Timme Kragh. Arbeitskreis für tibetische und buddhistische Studien, Universität Wien: 2006. ISBN: 3902501030 pg 11</ref>