Karma (boudaegezh) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
{{Boudaegezh}}
 
'''Karma''' ([[sañskriteg]], pe ''karman'', [[Pāli]]: ''Kamma'') a dalvez "ober". Kement tra a vefe graet, lâret, pe soñjet gant unan bennak zo ur ''c'harma''. erEr [[Boudaegezh|voudaegezh]], ar ger ''karma'' a vez implijet evit an oberoù sevenet a-ratozh (sañskriteg ''[[cetanā]]'', Pali: ''cetana'')<ref>Harvey, ''Introduction to Buddhism'', p. 40</ref>. An Oberoù mat, ampart (pāli: "kusala") hag ar re fall, dizampart (Pāli: "akusala") a zegas un disoc'h (sañskriteg, Pali ''[[vipaka|vipāka]]'' pe ur frouezhenn (sañskriteg, Pali: ''phala''), pe er vuhez-mañ, pe en ur vuhez goude un adc'hanedigezh da zont<ref>''Journal of Buddhist Ethics:'' [http://www.buddhistethics.org/13/zse1-kasulis.pdf "Zen as a Social Ethics of Responsiveness"] ([[PDF]]), T. P. Kasulis, Ohio State University</ref>. Implijet e vez alies an daou c'her asambles (''vipākaphala''). Klask chom hep seveniñ oberoù n'int ket vertuzius ha seveniñ oberoù vertuzius zo anvet [[śīla]] (eus ar sañskriteg : "emzalc'h diouzh ar vuhezegezh"). ar c'harma eo an nerzh a laka da dreiñ rod kelc'hiad an adc'hanedigezhioù hep kontrol ebet (Sañskriteg, Pali [[Samsara (boudaegezh)|'' saṃsāra'']]) evit pep boud. En testennoù kentañ avat n'eo ket ar wikefre abegel nemetañ a levezon buhezioù ar boudoù santidik. Relijionoù indian all o deus ur sell disheñvel diwar-benn ar [[karma (relijion)|c'harma]].
 
Evel m'en disklêr ul lenneg : "damkaniezh voudaek an ober hag an disoc'h (''karmaphala'') zo anezhi diazez ar pep brasañ eus ar gelennadurezh voudaek, abalamour ma ro ur patrom kempoell eus mont en-dro ar bed hag e voudoù. Hennezh a ya d'e dro d'ober diazez displegadennoù ar voudaegezh diwar-benn an hent da heuliañ da vezañ dieubet diouzh ar bed hag e zisoc'h, an ''nirvāṇa''."<ref>''Early Buddhist Theories of Action and Result: A Study of Karmaphalasambandha, Candrakirti's Prasannapada, verses 17.1-20'' by Ulrich Timme Kragh. Arbeitskreis für tibetische und buddhistische Studien, Universität Wien: 2006. ISBN: 3902501030 pg 11</ref>