Sañskriteg : diforc'h etre ar stummoù

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D (r2.4.3) (Robot kemmet: ga:An tSanscrait)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Ar '''sañskriteg''', pe '''sanskriteg''' (संस्कृता वाक् ''saṃskṛtā vāk'') a zo ur yezh [[yezhoù indez-europek|indez-europek]] [[yezh klasel|klasel]] eus [[India]]. Ar ger ''saṃskṛta-'' a dalvez "glan, santelezet, sakr". An anv ''saṃskṛtā vāk'' pe "yezh c'hlan" a roer d'ar sañskriteg a ra dave d'ur '[[yezh uhel]]' implijet evit lidoù [[relijion|relijiel]]. Ar yezhadur koshañ eo an Ạṣtādhyāyī bet savet gant [[Panini (yezhadurour)|Panini]] (Pāṇini पाणिनि )er {{Vvet kantved kt JK}}.
 
Damheñvel eo statud ar sañskriteg evit sevenadur India ouzh hini al [[latin]] evit [[Europa]], dre ma'z eo hounnezh ar yezh a voe implijet evit skrivañ ar [[veda]]où o tennañ d'an [[hindouegezh]]. Ur [[yezh varv]] eo ar sañskriteg ivez, dres evel al latin, dre ma n'eus kumuniezh ebet a ra gantañ. Diouzh an tu all avat, e vez desket alies ar sañskriteg evel eil yezh alies ha 6 000 [[brahmin]] bennak a lâr ez eo ar sañskriteg o yezh kentañ ha tud zo a glask lakaat ar sañskriteg da dont da vezañ ur yezh vev en-dro. Implijet e vez ar sañskriteg peurliesañ evel ur yezh relijiel evit al lidoù [[hindouegezh|hindouek]].
 
Ar '''sañskriteg ragklaskelrakklaskel''' pe '''vedel''' a zo unan eus ar [[yezhoù indez-europek]] koshañ a gaver roudoù skrivet dioutañ. Amañ e vez kaoz kentoc'h eus ar '''sañskritek klasek''' evel ma voe bet deskrivet e yezhadur gant Panini tro-dro da 500 a-raok Jezuz.
 
 
192 992

kemm