Unix : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D clean up using AWB
ha ur → hag ur, ar promesa → ar bromesa, ur barregezh → ur varregezh (...) (kavet gant LanguageTool brezhonek)
Linenn 31:
AT&T en em dennas hag a lakas e beadra war raktresoù all. Unan eus diorroerien skipailh arnodvaoù Bell, [[Ken Thompson]], a zalc'has da ziorren evit ar [[meururzhiataer]] GE-645, hag evitañ e skrivas ur c'hoari [[Space Travel (C'hoari)|Space Travel]] e anv<ref>{{cite web|first=Dennis M.|last=Ritchie|title=Space Travel: Exploring the solar system and the PDP-7|url=http://cm.bell-labs.com/cm/cs/who/dmr/spacetravel.html|accessdate=2007-03-11}}</ref>, anezhañ [[darvanañ|darvanerezh]] ur veaj a-dreuz [[koskoriad an Heol]]. Koulskoude e kave dezhañ ez ae re c'horrek ar c'hoari war an ardivink GE hag e kouste re ger, 75 $ evit un amzer seveniñ rouez.<ref>http://www.bell-labs.com/history/unix/pdp7.html</ref>.
 
Neuze ec'h adskrivas Thompson ar c'hoari e [[lavar gronnañ]] evit ur c'hrennurzhiataer [[PDP-7]] digant [[Digital Equipment Corporation]] gant skoazell [[Dennis Ritchie]]. An ober-se, a-gevret gant e labour war ar raktres Multics, a vroudas Thompson da embreger ur reizhiad korvoiñ nevez evit ar PDP-7. Thompson ha Ritchie a rene war ul laz diorroerien er Bell Labs, en o zouez Rudd Canaday, ha pleustriñ a raent war ur reizhiad restroù war un dro gant ar reizhiad korvoiñ lies-trevell e-unan. Enlakaat a rejont ur jubenner linenn urzhiañ hahag ur maveg bihan bennak.<ref>http://www.bell-labs.com/history/unix/takeshape.html</ref>
 
[[Skeudenn:Unix-ed-shellscript.png|thumb|left|250 px|Oc'h aozañ ur skript shell gant an aozer ''[[ed]]''. An arouezenn dollar e laez ar skramm eo ar c'houvi diskwelet gant ar shell. Bizskrivet eo bet 'ed' evit loc'hañ an aozer, a lañs diwar ar poent-se war-zu traoñ ar skramm.]]
Linenn 39:
E 1970 e voe graet '''Unics''' eus ar raktres (berradenn '''Un'''iplexed '''I'''nformation and '''C'''omputing '''S'''ystem) hag ar reizhiad a c'helle degemer daou implijer kevadeg. [[Brian Kernighan]] a ijinas an anv en ur zaveiñ (hag enebiñ war un dro) da ''Multics'' — Unix ne rafe ken nemet un dra, hag hen ober mat, gwelloc'h bepred eget ar reizhiad hollek betek re ha stoc'het a oa eus Multics. Diwezhatoc'h e voe kemmet ar skrivadur da '''Unix'''.
Betek ar mare-se ne oa ket bet a skor kellidel a-berzh ar Bell Labs. Pa fellas d'ar Strollad Imbourc'h war an Urzhiataerezh implijout Unix war un ardivink brasoc'h a galz eget ar PDP-7, Thompson ha Ritchie a dapas kevraouiñ ar promesabromesa da ouzhpennañ barregezhioù skridtreterezh da Unix en eskemm d'un ardivink [[PDP-11/20]]. Alese Bell a zeroas ur skor kellidel bennak. Evit ar wezh kentañ e 1970 e voe anvet ar reizhiad korvoiñ Unix ent ofisiel ha seveniñ a reas war ar PDP-11/20. Ouzhpennañ a raed ur programm furmadiñ skrid anvet [[roff]] hag un [[aozer skrid]]. An tri anezho a voe skrivet e lavar gronnañ PDP-11/20. Ar Bell Labs a implijas ar "reizhiad skridtreterezh" deraouiñ-se, a zegouezhe eus Unix, roff, hag an aozer, evit skridtreterezh ar goulennoù [[breou]]ioù . Roff a amdroas buan e [[troff]], ar programm embann elektronek kentañ gant ur barregezhvarregezh [[skriverezañ]] gwirion. ''Dornlevr ar Programmer UNIX'' a voe embannet d'an [[3 Du|3 a viz Du]] [[1971]].
 
E 1973 e voe adskrivet Unix el [[C (lavar programmiñ)|lavar programmiñ C]], enep meno an holl d'an ampoent a gave dezho "un dra ken kemplezh hag ur reizhiad korvoiñ, hag en deus da blediñ gant darvoudoù arvarus a-fet amzer, n'haller e skrivañ ken nemet e lavar gronnañ".<ref name="Stallings">Stallings, William. "Operating Systems: Internals and Design Principles" 5th ed, page 91. Pearson Education, Inc. 2005.</ref>. Tremen eus al [[lavar gronnañ]] d'al [[lavar programmiñ a live uhel|lavar a live uhel]] C a zisoc'has gant ur meziant [[Perzhded ar Meziantoù#dougusted|hezougoc'h]] a-galz, e-lec'h ma ne chome ken ur c'hementad bihan a-walc'h a god diouzh an ardivink da erlec'hiañ pa veze douget Unix war ur [[Savenn (urzhiataerezh)|savenn]] all.
Linenn 45:
AT&T a lakas Unix e kerz skolioù-meur ha kevredadoù kenwerzhel, war an dro gant [[Gouarnamant ar Stadoù Unanet]] hervez kendivizadoù aotre. Ar c'hendivizadoù aotre a endalc'he ar c'hod tarzh en e bezh kontet ennañ al lodennoù eus ar graoñell diouzh an ardivink, hag a oa skrivet e lavar gronnañ PDP-11. Skouerennoù notennet eus ar graoñell Unix diouzh an ardivink a veze kavet stank e diwezh ar bloavezhioù 1970 dindan stumm ul levr eilet-kenañ gant [[John Lions]] eus the [[Skol-Veur Su-Kembre-Nevez]], al ''[[Lions' Commentary on UNIX 6th Edition, with Source Code]]'', a vroudas kalz da zegemer Unix evel reizhiad korvoiñ kelennadus.
 
Aozadennoù eus ar reizhiad Unix a raed dave outo gant embannadurioù e dornlevr implijer, e seurt ma talveze (da skouer) "Pempvet Embannadur UNIX" kement ha "UNIX Aozadenn 5". War emledañ ez eas an diorren, gant Aozadennoù 4, 5, ha [[Unix Aozadenn 6|6]] a zeuas er-maez a-benn 1975. Gant an aozadennoù-mañ e teuas meiziad ar sanioù-stlenn (pipes), a gasas da ziorren un diaz kod muioc'h molladel, ha da heul urun tizh diorren brasoc'h c'hoazh. Aozadenn 5 ha dreist-holl Aozadenn 6 a zisoc'has war ur yoc'h aozadennoù Unix disheñvel ken e-barzh ken e-maez Bell Labs, en o zouez [[PWB/UNIX]], [[INTERACTIVE Systems Corporation|IS/1]] (an Unix kenwerzhel kentañ), ha doug [[Skol-Veur Wollongong]] d'an [[Interdata 7/32]] (an Unix kentañ nann-PDP).
 
E 1978 e voe embannet [[UNIX/32V]], evit ar reizhiad [[VAX]]. D'ar mare-hont, en tu-hont da 600 ardivink a sevene Unix en un tu bennak. [[Unix Aozadenn 7]], an aozadenn diwezhañ eus [[Research Unix]] da zont er-maez war ur skeul vras, a voe embannet in 1979. Aozadennoù [[Unix Aozadenn 8|8]], [[Unix Aozadenn 9|9]] ha [[Unix Aozadenn 10|10]] a voe diorroet e-kerzh ar bloavezhioù 1980 met kaset e voent d'un nebeud skolioù-meur hepken, petra bennak m'o deus ganet pennadoù evit deskrivañ al labour nevez. Disoc'hiñ a reas an imbourc'h-mañ war ziorren [[Plan 9 eus Bell Labs]], ur reizhiad hezoug dasparzhet nevez.
Linenn 58:
gant an anvadur "Tahoe", ha gant ma tenne an embann-se eus ur c'hlaoustre tamm pe damm), Net/2, 4.4BSD, ha 4.4BSD-lite. Ar c'hod rouedad enklozet en embannoù-se a zo an hendad eus kalzig eus ar c'hod rouedad TCP/IP en implij hiziv, en o zouez ar c'hod a voe embannet diwezhatoc'h en UNIX System V gant AT&T hag aozadennoù abred [[Windows|Microsoft Windows]]. An [[Etrefas programmiñ an arloadoù|API]] [[Socketoù Berkeley]] a zeu a-gevret a zo ur standard de facto evit APIoù rouedad hag eilet eo bet war meur a savenn.
 
Kevredadoù all a grogas da ginnig aozadennoù kenwerzhel eus ar reizhiad UNIX evit o krennurzhiataerioù hahag o staeloù labour dezho. Ar bras eus an argemmoù nevez-se a voe diorroet adalek un diaz System V hervez un aotre digant AT&T ; evelato, lod all a voe diazezet kentoc'h war BSD. Unan eus diorroerien pennañ BSD, [[Bill Joy]], a yeas da genziazezer [[Sun Microsystems]] e 1982 hag a grouas [[SunOS]] (bremañ [[Solaris (reizhiad korvoiñ)|Solaris]]) evit o [[staeloù labour]]. E 1980, [[Microsoft]] a gemennas e Unix kentañ evit korrurzhiataerioù [[16-bit]] [[Xenix]] e anv, a voe douget e 1983 war ar c'hewerier [[Intel 8086]] gant [[Santa Cruz Operation]] (SCO), hag a-benn an diwezh e troas Xenix da [[SCO UNIX]] e 1989.
 
Un nebeut bloavezhioù-pad d'ar mare-se (a-raok na gemerfe urzhiataerioù [[kenglotus ouzh ar PC]] gant [[MS-DOS]] o c'hreñv), arsellerien ar greanterezh a oa engortoz ez afe UNIX da reizhiad korvoiñ standard ar c'horrurzhiaerioù, dre-benn d'e barregezhioù pinvidik ha gant an hezoug ma oa.<ref>{{cite web | url= http://www.archive.org/details/UNIX1985 | title=UNIX History | work=www.archive.org}}</ref> E 1984 meur a gevredad a savas ar c'hengevread [[X/Open]] da bal dezhañ krouiñ spizadur unur reizhiad digor diazezet war UNIX. Goude an araogennoù abred, ar striv reolata a gouezhas e poull ar "[[brezelioù Unix]]", gant kevredadoù liesseurt o stummañ strolladoù reolata kevezer. Ar reolatadeg a reas ar berzh brasañ en diwezh a voe spizadur [[POSIX]] digant an [[IEEE]], empentet evel un [[Etrefas programmiñ an arloadoù|EPA]] (API) a dreuzemglev enkorfet didorr ken war savennoù BSD ken war re System V, embannet e [[1988]] ha dizale endalc'het gant [[Gouarnamant ar Stadoù Unanet]] evit kalz eus e reizhiadoù dezhañ.
 
AT&T a ouzhpenas arc'hwelioù liesseurt e-barzh UNIX System V, evel [[prennañ ar restroù]], [[merañ ar reizhiad]], [[froudadoù standard|froudadoù]], stummoù nevez a [[kehentiñ etre-argerzhoù|KEA]], ar [[Reizhiad Restroù A-bell]] hag an [[Etrefas gwiskad an treuzdougen|EGT]]. Kenlabourat a reas AT&T gant Sun Microsystems hag etre 1987 ha 1989 e voe teuzet arc'hwelioù eus [[Xenix]], BSD, SunOS, ha System V e-barzh [[System V Release 4]] (SVR4), ent-dizalc'h diouzh X/Open. An embann nevez-se a sonnas an holl arc'hwelioù kent en ur pakad hepken, hagha skeudenniñ a reas diwezh an aozadennoù kevezer. Kreskiñ a reas war un dro ar gounidoù aotren.
 
E-pad ar mare-se e krogas meur a bourvezer en o zouez Digital Equipment, Sun, [[Addamax]] ha re all da sevel [[Reizhiad korvoiñ diogelet|aozadennoù diogel]] eus UNIX evit meziantoù uhel o surentez, empentet dreist-holl evit arloadoù milourel ha seveniñ al lezenn.
Linenn 80:
E 1993 e tivizas Novell da dreuzkas ar [[merk marilhet]] UNIX® hag ar gwirioù testeniekaat d'ar c'hengevread [[X/Open]].<ref>http://groups.google.com/group/comp.std.unix/msg/c9974cf0022884f8</ref> E 1996 e teuzas X/Open gant an [[Open Software Foundation|OSF]] pezh a grouas [[The Open Group]]. Meur a reolad digant the Open Group a dermen bremañ petra eo ha petra n'eo ket ur reizhiad korvoiñ "UNIX", pergen an [[Spizadur eeun UNIX]] a-c'houde 1998.
 
E 1995 e voe gwerzhet gant Novell da Santa Cruz Operation an obererezh merañ ha skoazellañ an aotreidi UNIX beziat, hag ar gwirioù da ziorren pelloc'h diaz kod System V .[http://www.novell.com/news/press/archive/1995/09/pr95220.html] Daoust ha Novell he doa gwerzhet war un dro ar gwriroù eilañ, setu bremañ danvez ur breud (gwelet a-is).
 
E 1997, [[Apple]] Computer a glaske un diazez nevez evit reizhiad korvoiñ e Macintosh ha dibab a reas [[NEXTSTEP]], ur reizhiad korvoiñ bet diorroet gant [[NeXT]]. Kalonenn ar reizhiad korvoiñ, a oa diazezet war [[BSD]] hag ar [[Kraoñell Mach|graoñell Mach]], a voe adanvet [[Darwin (reizhiad korvoiñ)|Darwin]] goude bezañ bet prenet gant Apple. Bezañ skignet Darwin e-barzh [[Mac OS X]] a ra eus hemañ diwezhañ, gouez da zislêriadur un implijad eus Apple dirak ur c'hendalc'h [[USENIX]], ar reizhiad diazezet war Unix ar muiañ implijet e marc'had an [[urzhiataer burev|urzhiataerioù burev]].
Linenn 96:
== Reoladoù ==
 
Un embregadeg evit reoliata ur reizhiad korvoiñ digor, loc'het e diwezh ar bloavezhioù 1980 hag anavezet bremañ dindan an anv [[POSIX]], a bourchasas un diaz boutin evit an holl reizhiadoù korvoiñ ; an [[IEEE]] a savas POSIX tro-dro d'ar framm boutin en argemmoù kevezer pennañ eus ar reizhiad Unix, hag a embannas ar reolad POSIX kentañ e 1988. E deroù ar bloavezhioù 1990 un embregadeg distag hogen heñvel-kenañ a voe loc'het gant ur c'hengevread greantel, an intrudu [[Common Open Software Environment|COSE]], a zeuas en diwezh da vezañ an [[Spizadur eeun UNIX]] meret gant [[The Open Group]]. Adalek 1998 the Open Group hag an IEEE a roas lañs da [[Strollad Austin]], a-benn pourchas un termenadur boutin eus POSIX hahag an Spizadur eeun UNIX.
 
En un embregadeg war-du ar c'hlotusder, e 1999 lies pourvezer reizhiadoù Unix en em glevas evit lakaat [[Executable and Linkable Format]] SVR4 (ELF) da reolad evit ar restroù binarel hag anar kod traezenn. Gant ar furmad boutin-mañ eo kenglotus restroù binarel diwar lies reizhiad Unix adal ma sevenont war ar memes adeiladurezh UKT.
 
Krouet ez eus bet ar [[Reolad Urzhaz ar Reizhiad Restroù]] evit pourchas un aozadur kavlec'hioù dave evit ar reizhiadoù korvoiñ Unix-heñvel, Linux pergen. Ar seurt reolad-mañ a zo danvez daelerezh avat, ha n'eo ket degemeret gant an holl na dost e-ser kumuniezh Linux paneveken.
 
== Parzhioù ==
Ar reizhiad Unix a zo ouzh e ober lies parzh a vez peurvuiañ pakadet a-gevret. En ur enlakaat — ouzhpenn ar [[Kraoñell (urzhiataetezh)|graoñell]] eus ar reizhiad korvoiñ — an endro diorren, al levraouegoù, an teulioù, hag ar c'hod-tarzh hezoug, hegemm evit an holl parzhioùbarzhioù-mañ, Unix a oa ur reizhiad meizantel emendalc'het. Kement-mañ a voe unan eus ar pennabegoù o deus graet dezhañ bezañ degemeret evel ur benveg kelenn ha deskiñ a-bouez ha bezañ bet ul levezon ken kreñv.
 
Enlakaat ar parzhioù-se n'en deus ket graet d'ar reizhiad bezañ tolzennek — an dasparzhadur UNIX V7 orin, ouzh e ober eiladennoù eus ar restroù binarel kempunet mui ar c'hod tarzh hag an teuliadur klok a save e dolzennad da neubeutoc'h eget 10Mo, hag a veze kaset war ul lurell warellek 9-roudenn hepken. An teuliadur moullet, skridaozet diwar ar restroù tarzh en-linenn, a zalc'he e korf div levrenn.
 
Kemmet eo bet forzhig anv parzhioù Unix hahag o lec'hiadur er reizhiad restroù a-hed istor ar reizhiad. Evelato, an enkorfadur V7 a vez sellet outi gant paot-mat a dud evel an hini he deus ar framm kanonel abred :
 
* '''Kernel''' — kod tarzh e /usr/sys, ouzh e ober lies is-parzh :
Linenn 121:
** ''[[make (meziantoù)|make]]'' — Ar merour oberiañ (degaset gant [[PWB/UNIX]]), evit emgefren ent-efedus an argerzh oberiañ
** ''include'' — Restroù reollin evit diorren meziantoù, a dermen peurvuiañ etrefasoù reoliat ha digemmennoù ar reizhiad
** Lavaroù all — Unix V7 a gaved ennañ ur c'hempuner Fortran-77, ur jederez programmadus tidel e spister (''bc'', ''dc''), hag al lavar "skriptadus" [[awk]], hag aozadennoù ha enkorfadurioù diwezhatoc'h a endalc'h kempunerioù hagha teskadoù ostilhoù evit meur a lavar all. Gant an embannadennoù abred BSD e kaved ostilhoù [[Pascal (lavar programmiñ)|Pascal]], ha kalz a reizhiadoù Unix modern a gaver ivez enno an [[dastumad kempunerioù GNU]] kement ha, pe e-lec'h, ur reizhiad kempunañ perc'henn.
** Ostilhoù all — en o zouez ur merour dielloù kod-traezenn (''ar''), ur roller taolenn-arouezoù (''nm''), ostilhoù evit diorren kempunierioù (da sk. ''lex'' & ''yacc''), hag ostilhoù dizraenañ.
* '''Urzhiadoù''' — Unix ne zigej ket nemeur etre urzhiadoù (programmoù eus al live implijer) evit korvoiñ ha ratreañ ar reizhiad (da sk. ''cron''), urzhiadoù a dalvoudegezh hollek (da sk. ''grep''), hag arloadoù a zezev hollekoc'h evel ar pakadoù furmadiñ ha skriverezañ testenn. Evelato, ar rummadoù pennañ a zo :
Linenn 147:
Ober eus ar jubenner urzhiadoù ur programm boutin eus al live implijer, gant urzhiadoù ouzhpenn pourvezet evel programmoù distag, a voe un nevezadenn all eus Multics brudet gant Unix. Ar [[Shell Unix]] a implije ar memes lavar evit urzhiadoù etregwezhiat hag evit skriptoù ([[skript shell|skriptoù shell]] — ne oa ket a lavar kontrollañ an dleadoù distag evel ar [[Job Control Language|JCL]] gant IBM). Gant ma oa eus ar shell hag an urzhiadoù RK "ur programm all, tra ken", e c'halle an implijer dibab (pe zoken skrivañ) e shell dezhañ. Urzhiadoù nevez a c'halled ouzhpennañ hep kemmañ ar shell e-unan. Ereadur nevezadus al linenn-urzhiañ Unix evit krouiñ chadennoù argerzhoù produer-bevezer ([[san-stlenn (Unix)|sanioù-stlenn]]) a reas d'ur paradigm programmañ galloudus ([[kedroudennad]]où) bezañ hegerz a-vras. Meur a jubenner urzhiadoù dre linenn urzhiañ krouet war-lerc'h a zo bet awenet gant ar shell Unix.
 
Ur bennaenn ziazez eeunadus eus Unix a oa bezañ lakaet e pleustr an testenndestenn ASCII evit tost an holl furmadoù restroù. Ne oa ket a aozer "binarel" en aozadennoù orinel eus Unix — ar reizhiad a-bezh a veze kefluniet en ur implijout skriptoù urzhiadoù shell mod-testenn. An anver boutin er reizhiad E/D a oa an okted — neket evel ar reizhiadoù restroù [[Reizhiad restroù dre enrolladenn|"dre enrolladenn"]]. Bezañ kreizennet war an destenn evit enkorfañ tost pep tra en deus graet d'ar sanioù Unix bezañ talvoudus-tre, ha broudet en deus da ziorren ostilhoù simpl hag hollek a c'hellfed kenstrollañ aes evit kas da benn trevelloù ''ad hoc'' luzietoc'h. Bezañ degemeret an destenn hag an okted en deus lakaet ar reizhiad e-tailh da vezañ kresket ha douget muioc'h eget reizhiadoù all. Gant red an amzer, an arloadoù diazezet war an destenn o deus graet berzh ivez e tachennoù evel al lavaroù moullañ ([[PostScript]]), hag e gwelead an arloadoù eus [[Protokoloù ar Genrouedad]], da sk. Telnet, FTP, SSH, SMTP, HTTP hag SIP.
 
Gant Unix e voe brudet un ereadur evit an [[troiennoù reoliek]] en deus kavet un implij ledan. Etrefas programmiñ Unix zo deuet da vezañ sichenn ur reolad etrefas reizhiadoù korvoiñ lakaet e pleustr a-vras (POSIX, gwelet a-us).
 
Al [[lavar programmiñ C]] na voe ket pell oc'h en em ledañ pelloc'h eget Unix, hagha bremañ emañ hollvezant e programmadur ar reizhiadoù hag an arloadoù.
 
Diorroerien abred Unix a voe bras o fouez evit degas damkaniezh ar [[Molladusted (programmiñ)|molladusted]] hag an [[adimplijusted]] e doareoù an [[ijin meziantel]], dihadet o deus ul luskad evit an "Ostilhoù Meziantel".
Linenn 157:
Unix a bourchasas ar protokol rouedad TCP/IP war urzhiataerioù marc'hadmat a-walc'h, pezh a vroudas da gevreañ ardivinkoù ar bed-holl betek berzh marzhus ar [[Kenrouedad|Genrouedad]]. Talvezout a reas da ziazez evit hel lakaat e pleustr war meur a savenn all. (Gant se ivez e voe lakaet anat frailhoù surentez niverus en enkorfadurioù rouedad.)
 
Tuadur Unix da bourchas an teuliadur klok en-linenn ha moned (bloavezhioù pad) ouzh kod tarzh ar reizhiad a-bezh a reas d'ar brogrammourien bezañ war-c'hed eus un endro gwelloc'h eget kent, hagha disoc'h a reas da lañsañ [[luskad ar meziantoù frank]] e 1983.
 
Gant red an amzer, diorrerien pennañ eus Unix (hag ar programmoù a ya en-dro warnañ) o deus savet un teskad a reoladoù sevenadurel evit diorren meziantoù, ha deuet eo ar reoladoù-se da gemer kement a bouez hag a levezon ha teknologiezh Unix e-unan ; kement-mañ eur boas d'ober ar [[Prederouriezh Unix|brederouriezh Unix]] anezhi.
Linenn 203:
Meur a seurt liester eus Unix a zo en implij e saozneg pa reer dave da lies seurt reizhiad Unix hag Unix-heñvel. An hini boazetañ a zo an "'''Unixes'''" boutin, met ar [[sevenadur hacker]] hag a grouas Unix a zo tuet d'ober fent gant ar yezh, ha brudet eo ivez "'''Unices'''" (a sell ouzh Unix evel un anv [[Latin]] eus an trede troadur). Ar stumm liester [[Hensaozneg|hensaoznek]] "'''Unixen'''" a zo divoaz, daoust ma 'z er gweler gwezh an amzer. E brezhoneg eo ar stumm "'''Unixoù'''" an hini vo degemeret, emichañs.
 
Anvioù merkoù a c'hell bezañ marilhet gant ensavadurioù disheñvel e broioù disheñvel, hag ar reolennadur war ar merkoù e broioù zo a aotre an hevelep merk da vezañ perc'hennet gant meur a ensavadur keit ha ma implij pep ensavadur ar merk e rummadoù aes da zigejañ. Se zo kaoz e weler Unix implijet da merkverk marilhet evit produioù liesseurt en o zouez stalikennoù levrioù, liv-skrivañ, peg e boutailhoù, trezhoù babiged, sec'herioù-blev hag endalc'herioù boued. [http://cm.bell-labs.com/cm/cs/who/dmr/otherunix.html].
 
== Urzhiadoù Unix boutin ==