Dour : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.6.4) (Robot ouzhpennet: na:Ebok
dindan gwrezioù → dindan wrezioù (kavet gant LanguageTool)
Linenn 4:
Ul [[liñvenn]] dreuzwelus, diliv, dic'hwezh ha divlaz eo an '''dour''' ([[liester]] : ''dourioù'', ''doureier''). An ''oksidenn dihidrogen'' eo pe an ''[[trenkenn|drenkenn]] hidroksiek'' e c'hell bezañ anvet ivez. Ur c'hompozad kimiek simpl eo, met gant perzhioù dibar diwar ar [[pennaheladur]]. E formulenn gimiek a zo H<sub>2</sub>O ha pep [[molekulenn]] a endalc'h un [[atom]] oksigen etre daou atom [[hidrogen]] en ur ober ur "V" digor bras. An dour pounner en deus daou atom deuteriom e-lec'h an hidrogen. An deuteriom a zo un [[izotop]] hidrogen. Formulenn an dour pounner ([[oksid]] [[deuteriom]]) a zo D<sub>2</sub>O.
 
Dindan ar gwask atmosferel a ya da [[aezhenn]] an dour pelloc'h eget 100° C hag a ya da vezañ solut dindan 0° (da [[skorn]] ez a da vezañ) . Ur perzh dibar eo ivez pa chom an holl gompozadoù nes (sulfur hidrogen, [[ammoniak]], [[metan]], da skouer) er stad gazek dindan gwrezioùwrezioù izeloc'h.
 
En [[Douar (planedenn)|Douar]] a-bezh e kaver dour kazi e pep lec'h hag eo ur c'hompozad ret evit ar veverien ha dezho eo an dour un dra neutrel, divlaz ha dic'hwezh.