Yezhoniezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
ar ouziegezh → an ouziegezh (kavet gant LanguageTool brezhonek)
Disteurel kemmoù 1070740 a-berzh Dominiko (kaozeal) AR ouziegezh
Linenn 10:
;''yezhoniezh sinkronel'' pe ''yezhoniezh ziakronel'' : gant ar yezhoniezh sinkronel e vez studiet ur yezh evel m'emañ d'ur mare resis ha gant ar yezhoniezh ziakronel e vez studiet an doar ma kemm ur yezh pe ur strollad yezhoù a-hed an amzer. Hiziv an deiz e tenn an darn vrasañ eus ar studioù yezhoniel d'ar yezhoniezh sinkronel, peurliesañ o plediñ gant stad ur yezh hag he mont-en-dro en amzer a-vremañ.
 
;''yezhoniezh teorikel'' ha ''yezhoniezh pleustrek'' : ar yezhoniezh teorikel a bled gant an doare da zeskrivañ mont-en-dro ar yezh-mañ'r-yezh pe c'hoazh an doare da frammañ damkanoù donoc'h a-benn displegañ darvoudoù hollek e yezhoù mab-den. Ar yezhoniezh pleustrek, avat, a denn d'an doareoù ma c'heller lakaat anar ouziegezh teorikel-se e pleustr, d.s. dre grouiñ binviji-yezh. Hiziv an deiz e tenn meur a dachenn bleustrek dreist-holl d'implij an [[urzhiataerezh]], da skouer an treiñ dre [[urzhiataer]]. D'o zro e tegasas ganti ar skiant bet prenet war seurt tachennoù pleustrek doareoù nevez da gompren ar [[kevreadurezh|gevreadurezh]] pe ar semantik gant un diazez [[matematik]]el resisoc'h.
 
;''yezhoniezh kenarroudel'' ha ''yezhoniezh zizalc'h'':Ar yezhoniezh kenarroudel a bled gant an doareoù ma vez implijet er bed: he ferzh er gevredigezh ([[yezhoniezh kevredel]] pe 'sokialyezhoniezh') ; penaos e vez desket ar yezhoù er penn-kentañ, h.a. Ar yezhoniezh zizalc'h, diouzh he zu, a denn d'ar studi ar yezhoù eviti o-unan hep derc'hel kont eus faktorioù all.