Sahoure : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 28:
'''Sahoure''' eo eil [[faraon]] ar [[Vvet tierniezh Henegipt|Vvet tierniezh]] e-doug an [[Henimpalaeriezh]]. Ren a ra war-lerc'h [[Ouserkaf]] hag a-raok [[Neferirkarê Kakai]], etre [[-2458]] ha [[-2446]]<ref>Hervez Allen. <br />Ali arbennigourien all : [[-2490]] betek [[-2475]] (Krauss), [[-2506]] betek [[-2493]] (Redford), [[-2471]] betek [[-2458]] (von Beckerath), [[-2447]] betek [[-2435]] (Malek), [[-2464]] betek [[-2452]] (Dodson)</ref>. Ar c'hentañ e voe a choazas [[Abousir]] da lakaat sevel e [[Piramidenn (Egipt)|biramidenn]].
 
== Istor ar ren ==
 
Evel evit e ziaraogerien n'eur ket sur eus an amzer a badas e ren. Koulskoude e klot gwelloc'h ar mammennoù hag ar martezeadennoù diwar e benn evit doare. [[Manethon Sebennitos|Manethon]] a ra ''Secheres'' anezhañ hag e ro 13 bloavezh ren dezhañ. Hervez [[papiruzenn Turin]], savet da vare an [[nevezimpalaeriezh]] en dije renet 12 vloaz. [[Maen Palermo]], rolloù ha bloazdanevelloù eus an tierniezhioù savet da vare an [[Henimpalaeriezh]], a veneg evel bloavezh ren diwezhañ enrollet er bloazdanevelloù, ar bloavezh 14, nav miz ha c'hwec'h devezh<ref>Er studiadenn a geñver Maen Palermo ha darnoù Kaero, Georges Daressy a gav ur pemzekvet bloavezh ren ; s.o. G. Daressy</ref>. Evit doare e seblant an enskrivadur-se menegiñ ar mare resis ma varvas ar faraon<ref>s.o. J.H. Breasted § 162 ; p. 70</ref>.
 
KasAozañ a reas Sahoure ergerzhadennoù a-enep al [[libianed]]. Taolennet int en e dempl-kañv, gant ar faraon o ouestlañ ar brizonidi en doa degaset d'an doueed. Astenn a rareas aotrouniezh [[Henegipt]] war [[Biblos]] ha kinkladennoù all eus e dempl-kañv dizoloet gant [[Ludwig Borchardt]] a ziskouez listri karget a [[sedrez]] eus [[Liban]]. Euredet en defe ur briñsez [[Fenikianed|fenikian]]. Aozañ a reas ivez un ergerzhadenn etrezek [[Bro ar Pount]] zo danevellet en e dempl-kañv en [[Abousir]].
 
[[restr:Berlin 122009 020a.jpg|thumb|left|Listri Sahoure o tont war o c'hiz goude un ergerzhadeg e [[Biblos]]]]
Ar c'hizelladurioù a daolenn distro listri uhelvor an ergerzhadeg karget a vadoù prizius degaset a bellvro, en o mesk loened a-ziavaez-bro ha gwez [[mir]], ur spesad na vounte ket en egiptEgipt. War a hañval e oa dedennet-kenañ Sahoure gant ar gwez-se rak lakaet en deus taolenniñ anezhañ e-unan ouzh o gounit dirak e goskor, ha fougasiñ a rae e oa ar c'hentañ faraon en doa taolet ar c'hur-se da benn<ref>s.o. T. El-Awady</ref>. Meneget eo an ergerzhadeg-se a-hend-all e bloazdanevelloù an dierniezh miret war [[Maen Palermo]], ma lenner e oa kaset un truaj kaset gant [[Bro ar Pount]] e-doug trizekvet bloavezh ar ren, anezhañ 80 000 muzuliad [[mir]], elektronelektrom ha produioù prizius all. <!--Cette même année est aussi l'occasion du septième grand recensement du bétail<ref>cf. [[#JHB | J.H. Breasted]] § 161 ; p. 70</ref>.-->
 
Un enskrivadur bras en Ouadi Maghara a zanevell e tremenas eno un ergerzhadeg aozet el ledenez<ref>s.o. K. Sethe Ch.1 § 32</ref>. Reiñ a ra an enskrivadur titloù klok ar faraon ha lavaret e oa faezhet « holl Aziaiz eus holl ar broioù estren » gantañ, pezh zo lavaret amplik evel just met gellet a ra ober anv eus un ergerzhadeg da beoc'haat meuriadoù kantreat ar vro da suraat an hentoù koñvers etrezek ar [[sav-Heol]] ha mengleuzioù [[maen-turkez|mein-turkez]] ar [[Sinai]]<ref>s.o. J.H. Breasted § 236 ; p. 108</ref>.
 
E-pad e ren e weler levezon kloer [[Heliopolis (Egipt)|Heliopolis]] o vont war greñvaat. Hervez ar mammennoù e savas un templ eus an Heol anvet ''Sec'het-Rê'', da lâret eo ''park Rê'', n'eo ket bet adkavet betek-henn hag e rankfed klask anezhañ dindan traezh gouelec'h ar c'hornôg etre [[Abou Ghorab]] hag [[Abousir]]. Anv zo eus an templ-se er bloazdanevelloù roueel e-pad pempvet bloavezh ar ren, ha skrivet eo ivez e oa azeulet [[Rê]] ha [[Hathor]] eno, ar pezh a resisa roll ar santualoù tierniezhel all. Deskiñ a reer ivez a-drugarez d'ar vammenn-se e oa kehelet an doueez Hathor e templ piramidenn ar roue en [[Abousir]]. Enoret e veze doueed all gant profoù evel [[Nec'hbet]], [[Ouadjit]] hag [[EnnéadeNavad#An Navad Bras|Navad Heliopolis]]<ref>cf. [[#JHB | ''ibidem]]'' § 160, p. 69</ref>.
 
Sahoure a choazas [[Abousir]] da sevel strollad savadurioù e biramidenn, hag adalek e ren e oa implijet ar memes patrom gant ar strolladoù savadurioù en-dro d'ar piramidennoù all.
 
== Kargidi eus mare ar ren ==
Anavezout a rez meur a gargiad eus e ren hag a lakaas sevel o [[mastaba]] e [[Saqqarah]] pe [[Abousir]] :
* Tepemânc'h, beleg eus azeulerezh ar faraon hag e ziaraoger [[Ouserkaf]], dezhañ ur [[mastaba]] en [[Abousir]] nepell diouzh piramidenn e vestr<ref>s.o. K. Sethe, Ch.1 § 19</ref> ;
Linenn 48 ⟶ 51:
* [[Pehenoukai]], [[vizired Henegipt|vizir]], beleg a sevene azeulerezh [[Ouserkaf]] dindan ren Sahourê hag e warlerc'hiad [[Neferirkarê]]<ref>''ibidem'' Ch. 1 § 30</ref>.
 
== Tiegezh Sahoure ==
Dimeziñ a reas Sahoure gant un intron eus al lez, [[Neferthanebti]], ha daou vab en doe ganti d'an nebeutañ. [[Netjerirenrê]],ar mab henañ, a varvas a-raok e dad hag ez eo an hini yaouankañ, ''Neferrê'', a bignas war an tron gant an anv a [[Neferirkarê Kakai|Neferirkarê]]. Soñjal a ra an egiptologourien ivez e oa [[Chepseskarê]], ur faraon a renas ur pennad goude [[Neferirkarê Kakai|Neferirkarê]], ur mab yaouank da Sahourê bet ganet gant ur pried a eil renk.
 
 
Sahoure a choazas [[Abousir]] da sevel strollad savadurioù e biramidenn, hag adalek e ren e oa implijet ar memes patrom gant ar strolladoù savadurioù en-dro d'ar piramidennoù all.
 
== Levrlennadur ==