Africa (proviñs roman) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
 
== Istor ==
Ar vro a oa dindan proviñs ''Africa'' a oa kemeret gant ar [[Henroma|Romaned]] digant [[Kartada]]. Keodedoù bras all a oa er vro evel ''[[Hadrumetum]]'' ([[Sousa]], e [[Tunizia]] hiziv), kêr-benn ''Africa byzacena'', [[Hippo Regius]] ([[Annaba (kêr)|Annaba]], en [[Aljeria]]). Savet e oa ar broviñs gant [[Republik Roma]] e 146 kent J.-K., goude [[Trede brezel Kartada]]. Roma a savas e drevadenn gentañ en Afrika, ''Africa Proconsularis'' pe ''Africa Vetus'' (Afrika gozh), gouarnet gant ur [[prokonsul]], e lodenn strujusañ eus ar pezh a oa tiriad Kartada gwezhall. [[Utica, Tunizia|Utica]] e oa kêr-benn e velestradurezh. An dachenn a chome a oa lezet da roue [[Numidia]] [[Masinisa]], ur roue a oa gwaz da Roma. D'ar mare-se, politikerezh Roma roma en ''Africa'' a oa miret ena tiwanfeziwanfe ur galloud bras all nepell eus [[Sikilia]]. E 118 kent J.-K. e klaskas ar priñs numidian [[Jugurtha]] da unaniñ ar rouantelezhioù bihanoc'h. Koulskoude pa varvas e tremenas ar pep brasañ eus ar vro a zalc'he da ur roue all eus [[Maoritania (henamzer)|Maoritania]], [[Bocchus]], ur gwaz da Roma. D'ar mare-se dija e oa romanekaet ar vro. E 27 kent J.-K. e oa savet an [[Impalaeriezh roman]], hag ''Africa'' a chomas dindan dalc'herezh ar Romaned.
 
Meur a adreizhadenn a oa kaset da benn gant [[Augustus]] ha diwezhatoc'h gant [[Caligula]], met [[Claudius]] an hini a savas bevennoù diwezhañ ar proviñsoù roman ofisiel dre vras. Afrika a oa ur broviñs senedourel. Goude adreizhadennoù melestradurel [[Diocletianus]] e oa rannet en ''Africa Zeugitana'' (anvet ivez ''Africa Proconsularis'', rak gouarnet e oa gant ur [[prokonsul]]) en norzh hag ''[[Africa Byzacena]]'' er su, hag o daou a oa lodennoù eus ''[[Eskopti Africa|Dioecesis Africae]]''. Chom a reas ar vro dindan an [[Impalaeriezh roman]] betek aloubadegoù germanat bras ar V{{vet}} kantved. Treuzet e oa bet ar mor gant ar [[Vandaled]] a zeue eus ''[[Hispania Baetica|Hispania]]'' e 429 ha kemeret e oa holl ar vro gante adal 439. Sevel a rejont o rouantelezh dezhe o-unan a zalc'he [[Sikilia]], [[Korsika]], [[Sardinia]] hag an [[Inizi Balearez]]. Atahinet e veze ar [[Katoligiezh|Gatoliked]], rak ar Vandaled a oa [[arianegezh|Arianed]]. <!--E 476, when the [[Roman Empire]], had finally [[Decline of the Roman Empire|fallen]], it became a remanent of the [[Western Roman Empire|Empire]].--> War-dro fin ar V{{vet}} kantved e krogas Stad ar Vandaled da wanaat ha lezel a reas ar pep brasañ eus tiriadoù e diabarzh an douaroù e dalc'h ar [[Maoured]] hag ar meuriadoù berbered all.
Linenn 11:
 
E 533, an impalaer [[Justinian]], tennet gantañ un digarez diouzh stourmoù evit ar galloud e rouantelezh ar Vandaled, a gasas e arme renet gant ar jeneral [[Belisarius]] da gemer Africa en-dro. Faezhet e oa ar Vandaled e berr amzer. Antreal a reas Belisarius e [[Kartada]] ha stagañ a reas ar broviñs d'an [[Impalaeriezh roman ar Reter|Impalaeriezh]] en-dro. Dont a reas a-benn ar melestradur roman da argas argadennoù meuriadoù Amazigh ar gouelec'h, ha war-bouez sevel ur rouedad mogerioù difenn e teuas a-benn da gemer en-dro tiriadoù diabarzh an douaroù. Bodet e voe proviñsoù norzh Afrika, hag an douaroù dalc'het gant an Impalaeriezh e Spagn, en [[Eksarc'hiezh Africa]] gant an impalaer [[Mauricius (impalaer)|Mauricius]]. <--The exarchate prospered, and from it resulted the overthrow of the tyrannical emperor [[Phocas]] by [[Heraclius]] in 610.--> Stabil ha pinvidik e oa ar broviñs e deroù ar VI{{vet}} kantved kement ha ken bihan ma soñjas an impalaer [[Heraclius]] e-pad ur pennad kas e gêr-benn eus [[Kergustantin]] da Garthago. Adalek 640 e rankas an eksarc'hiezh talañ ouzh [[aloubadegoù ar Vuzulmiz|aloubadeg ar Vuzulmiz]], ha daoust da golloù, ur wezh an amzer, e teuas a-benn da argas an tagadennoù betek 698. Er bloavezh-se, un arme vuzulman deuet eus [[Egipt]] a breizhas Kartada hag a aloubas an eksarc'hiezh. Echu e oa da vat an impalaeriezh roman e Norzh Afrika. Koll a rae an impalaeriezh roman an hini diwezhañ eus proviñsoù [[Impalaeriezh roman ar C'hornôg]], 222 goude diskar Roma hag impalaer diwezhañ Impalaeriezh ar C'hornôg, [[Romulus Augustulus]].
 
 
== Roll (diglok) eus prokonsuled ''Africa'' e deroù an Impalaeriezh roman ==