Diforc'hioù etre adstummoù "Anv-badez"

26 okted ouzhpennet ,  10 vloaz zo
D
r2.7.2) (Robot ouzhpennet: bar:Tafnåmen; Kemm dister
D (r2.7.2) (Robot ouzhpennet: bar:Tafnåmen; Kemm dister)
An '''anv-badez''' eo an anv a vez roet d'ur bugel gant e dud, hag a zeu a-raok e [[anv-familh]]. Un anv personel eo an anv-badez eta, e-skoaz an anv-familh, a zo hini ar familh, da lavarout eo hini [[ozhac'h|ezhec'h]] ar familh a dad da vugel, hervez al lezennoù betek-henn.
 
== Anvioù-badez paotred, anvioù-badez merc'hed ==
Anvioù-badez zo evit ar baotred, re all evit ar merc'hed. Ral eo an anvioù a vez roet kenkoulz d'ar baotred evel d'ar merc'hed, dreist-holl e brezhoneg.
 
=== E galleg ===
E galleg avat e anavezer meur a hini evel [[Claude]], [[Dominique]], [[Camille]]. [[Marie]] hag [[Anne]] zo bet roet ivez gwechall d'ar baotred a-wechoù.
 
== Orin ar ger ==
An '''anv-badez''' a oa mennet da vezañ an anv a vez roet d'un den da goulz e [[badeziant|vadeziant]]. Liammet eo an anv-badez ouzh ar [[relijion gristen]] en istor. Anvioù [[kristen]] eo an anvioù-badez eta da gentañ, da lavarout eo anvioù tud anavezet evel [[sent]] gant an [[iliz katolik|Iliz]]. Pa vez danvez un tad hag ur vamm o klask un anv d'ar bugel da zont e sellont peurvuiañ da gentañ ouzh anvioù ar sent en un deiziadur, brezhonek pe gallek.
 
Gant ar [[Protestantiezh|Brotestanded]], ha n'anavezont ket aotrouniezh an iliz katolik, e vez roet ivez anvioù ha n'int ket re ar sent : anvioù tennet eus ar [[Bibl]] e vezont alies.
 
 
== Perzhioù fall ==
Distaolet e vez ar ger anv-badez eta gant lod tud. Tud all a gav gwelloc'h derc'hel dezhañ, evel ma talc'her da droioù-lavar a orin relijiel, rakkistren pe kristen, biblek pe homerek.
Distaolet e vez ar gerioù all ivez gant lod abalamour da berzhioù fall all:
* ''raganv'', a gaver e geriadur Roparz Hemon, peogwir en deus ur ster yezhadurel ivez
* ''kentanv'', peogwir n'eo ket gwall anavezet ar rakger kent, hag e vije bet krouet gant SADED (perzh falloc'h hervez tud zo)
* ''anv-bihan'', peogwir eo troet diwar ar galleg, hervez lod, pe mibilius hervez tud all.
 
== Nevezted meizad an anv-badez ==
Betek fin ar [[Krennamzer|Grennamzer]], an anv hiniennel a oa anv pennañ pep den. Dont a rae d'e heul anvioù resisaat : anvioù roet hervez al lec'h orin, al lec'h annez, hervez anv an tad <!-- (patronyme) -->, anvioù kerentiezh, micher pe lesanvioù. E-pad kantvedoù diwezhañ ar [[Krennamzer|grennamzer]] en [[Europa]], ha diwezatoc'h e lec'h arall (er broioù arabek da skouer) e teuas unan eus an anvioù resisaat-se da vezañ un anv tiegezh hag e kemeras al lec'h pennañ en identelezh. An anv den n'eo ken un anv-badez. Ne dalvez ket ken da bennger er geriadurioù daoust dezhañ da zont dirak an anv tiegezh en amzer (anv ar bugaleerezh eo), er skritur ha dre gomz.
 
Chom a ra kalz roudoù eus roll a-bouez an anv-badez gwezhall. P'o devez c'hoant ar Rused da vezañ seven ha doujus-kenañ ez eont d'an dud dre o anv-badez heuliet gant anv an tad, hep ober gant an anv tiegezh (Aleksandr Isaïevitch evit Aleksandr Soljenitsyne). Pa vez savet roll o skolidi gant ar vistri-skol arab e renkont anezhe dre o anvioù-badez lakaet en urzh al [[lizherenneg]]. Soñjal a ra dezhe n'eo ket ken pouezus an anv tiegezh. Daoust ma oa o vevañ en XVIIvet kantved, n'eo anavezet al liver [[Rembrandt]] van Rijn nemet gant un anv den hep netra war-lerc'h. Er memes doare e vez anavezet ar [[pab|bibien]], ar [[rieg|rieien]], hag an eskibien dre un anv-badez hag un niver urzh pe (hag) ul lesanv.
 
 
== Levrlennadur ==
* [[Mikael Madeg]], P. Pondaven, Y. Riou, ''Anoiou badiziant Bro Leon'', [[Emgleo Breiz]], 2006
 
== Gwelit ivez ==
* [[Anv-bihan]]
 
{{Liamm PuB|ja}}
 
[[bar:Tafnåmen]]
[[ca:Prenom]]
[[cs:Rodné jméno]]
60 042

modifications