Eleonora Breizh (1185-1241) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Eleonora Breizh''' (1185-1241), lesanvet ''the Fair Maid of Brittany'', pe ''the Damsel of Brittany'' pe ''the Pearl of Brittany'', e saozneg, ha « la Brette<ref>Ar Vreizhadez. [[Guy Alexis Lobineau|Dom Lobineau]], ''Histoire de Bretagne'', I, p. 171, CLIX.</ref> » e galleg, a oa ur briñsez vreizhat, eus an Tiegezh Plantagenêt, [[kontez Richmond]], ha brudet he c'hened.
 
==He zud==
Merc'h e oa dahenañ [[Jafrez II (dug Breizh)]] ha da [[Konstanza]] (war-dro 1161- 1201) e oa. He zad a oa mab da [[Herri II (Bro-Saoz)|Henri II]], [[roue Bro-Saoz]], ha da [[Eleonora Akitania]], ha breur da [[Richarzh Kalon-Leon]] ha da [[Yann Dizouar]]. He mamm a oa merc'h da [[Konan IV]], [[dug Breizh]], ha d'e bried [[Margaret of Huntingdon (Dukez Breizh)|Marc'harid Bro-Skos]], merc'h da [[roue Bro-Skos]]. Ur breur he doa: [[Arzhur Iañ (dug Breizh)|Arzhur]].