Sikyon : diforc'h etre ar stummoù
Pajenn nevez : thumb|right|Lec'h Sikion thumb|right|C'hoariva kozh Sikion hiziv. [[File:Sikyon doric temple.jpg|thumb|right|Un ... |
(Disheñvelder ebet)
|
Stumm eus an 19 Her 2011 da 11:08
Sikion (Henc'hresianeg Σικυών, genitiv Σικυῶνος) a oa ur geoded eus Henc'hres a oa e norzh Peloponnesos etre Korintos hag Ac'haia war dachenn prefeti Korintos a-vremañ. Er roll rouanez roet gant Paosanias[1] ez eus 24 roue, a grog gant Aegialeos; the penultimate king of the list, Agamemnon, compels the submission of Sicyon to Mikenai. War e lerc'h e teu an alouber dorian Falkes. Paosanias en deus implijet ur vammenn a oa implijjet gant Kastor Rodos ivez. Anavezet e voe gant F. Jacoby[2] evel ur Sicyonica kollet savet gant ar barzh Menaechmus Sikion a veve e fin ar IV kantved.
- Evit ar gumun a-vremañ, s.o. Sikyona.
War a lavared en Henamzer e oa unan eus keodedoù koshañ Henc'hres. Anavezet e oa a-raok dindan anvioù all Egiale, ha Mekone. Eno e oa lecc'hiet ijinadenn an aberzh gant Prometheüs.
Sikion a zeuas buan da vezañ ur greizenn sevenadur bras, war dachenn ar c'hizellerezh peurgetket. He stalioù arem ha prierezh a oa brudet-kenañ. A-hed an Henamzer e voe stummet azourien vras evel Lisippos, Polikleitos pe Scopas gant he skol kizellerezh. Soñjal a rae ar C'hresianed e vije bet ijinet al liverezh er geoded-mañ zoken.
Goude diskar an diranted e kendalc'has berzh vat an ekonomiezh betek fin ar VI kantved kent J.-K. kouezañ a reas Sikion neuze dindan levezon Sparta hag antreal e Kevre Peloponnesos. Kemer a reas perzh er brezel a-enep Aten e-pad Brezel ar Peloponnesos. Abalamour da se e voe kemeret gant arme Tebez e 369 kent J.-K.. Distrujet e voe e-pad ar prantad hellenadek gant Demetrios Poliorketes e 303 kent J.-K., hag adsavet nepell ac'hann.
Notennoù
Liammoù diavaez
- "Sicyon: The most ancient Greek city-state", Ellen Papakyriakou/Anagnostou. Ennañ kalz titouroù diwar-benn Sikion en amzer a-vremañ ha gwezhall.
- "The Greco-Roman Theatre at Sicyon"<!-, The Ancient Theatre Archive. Theatre specifications and tour of the ancient theatre.
-->