C'hoarioù Olimpek an Henamzer : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
Dont a reas ar c'hoarioù olimpel da vezañ ur benveg politikel implijet gant ar c'heodedoù da ziskouez e oant galloudekoc'h evit o enebourien. Embannet e veze ar c'hevredadoù politikel eno gant ar bolitikourien, ha pa veze brezel e veze profet aberzhioù d'an doueed evit an trec'h. Ar c'hoarioù olimpek a oa a-bouez ivez abalamour ma veze dalc'het lidoù relijiel en o c'herzh. Kenstrivadegoù arz a veze ivez. Un delwenn vras eus [[Zeus]], unan eus [[Seizh Marzh ar Bed]] a oa bet savet en Olimpia en enor d'an doue a oa lidet ar c'hoarioù en e enor. En em vodañ a rae ar gizellerien hag ar varzhed bep olimpiadenn da ziskouez o oberennoù arz.
 
Disheñvel e oa ar c'hoarioù olimpek en Henamzer diouzh re bremañ. Nebeutoc'h a genstrivadegoù a oa, ha ne oa nemet an dud dieub hag a oa gresianegerien a c'halle kemer perzh (daoust ma oa meneget ur vaouez [[BilisticheBilistic'he]] da vezañ trec'het en ur genstrivadeg). Keit ha ma toujent d'an dezverkoù-se e c'halle atleted eus forzh peseurt bro pe keoded kemer perzh. Dalc'het e veze atav ar c'hoarioù en Olimpia kentoc'h evit cheñch lec'h evel ma'z eo hengoun ar c'hoarioù olimpek hiziv an deiz<ref name=perseus>{{cite web|title=The Ancient Olympics|publisher=Tufts University|work=The Perseus Project|url=http://www.perseus.tufts.edu/Olympics|accessdate=2010-02-12}}</ref>. Koulskoude e veze enoret ha priziet holl an atleted a oa aet ar maout gante evel er C'hoarioù olimpek a-vremañ. Brudet e veze ar c'hurioù o doa kaset da benn dre holl hag enrollet e vezent er bloazdanevelloù d'ar rummadoù da zont da vezañ gouest da dañva o ferzhioù mat.