Brezelioù medek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
E 499 J.-K. e kemeras perzh tirant [[Miletos]], [[Aristagoras]], en un ergerzhadeg da gemer [[Enez Naksos|Naksos]], gant skoazell ar Bersed<ref>{{cite book|last=Ehrenberg|first=Victor|authorlink=Victor Ehrenberg (historian)|title=From Solon to Socrates: Greek History and Civilization During the 6th and 5th Centuries J.-K.|edition=3|year=2011|publisher=Routledge|location=Abingdon, England|isbn=978-0-41558487-6|pages=99–100}}</ref>. Ur c'hwitadenn vras e voe an ergerzhadeg hag, a-raok ma vefe roet e zigouvi dezhañ gant ar Bersed, e tivizas Aristagoras atizañ holl keodedoù gresian [[Azia-Vihanañ]] d'en em sevel a-enep ar Bersed. Deroù [[Emsavadeg Ionia]] e oa. Padout a reas betek 493 J.-K., o sachañ muioc'h-mui a vroioù eus Azia-Vihanañ er brezel. Aristagoras a zeuas a-benn da c'hounit skoazell eus Aten hag eus [[Eretria]], hag e 498 J.-K. e sikouras brezelourien an div geoded kemer ha deviñ [[Sardeis]] a oa kêr-benn ar Bersed er vro. [[Darius Iañ]] a reas ar mennad d'en em veñjiñ eus Aten hag Eretria abalamour da se. Kenderc'hel a reas an emsavadeg, e-pad daou vloaz. E 494 J.-K. en em vodas nerzhioù ar Bersed da dagañ kalon an emsavadeg e Miletos. Koll da vat e voe brezelourien Ionia en [[emgann Lade]] ha mouget e voe an emsavadeg. Faezhet e oa e izili diwezhañ bloaz goude.
 
SeekingAbalamour toma secureoa hiso empireklask frommiret furtherna revoltsziwanfe andemsavadegoù fromall theen interferencee ofimpalaeriezh theha mainlandna Greeks,zeufe DariusGresianed embarkedan onDouar-bras ad'emellañ schemeen toe conqueraferioù Greecee andsavas toDarius punishar Athensraktres andda aloubiñ Bro-C'hres ha da gastizañ Aten hag Eretria fordre benn m'o doa burningdevet SardisSardeis. Kregiñ a reas aloubadeg kentañ Bro-C'hres e 492 J.-K.,. renetRenet e oa gant ar jeneral [[Mardonios]] a gemeras [[Trakia]] ha [[Makedonia]] a-raok rankout paouez gant e ergerzhadenn abalamour d'un nebeud troioù fall. E 490 J.-K. e oa kaset un eil arme e Bro-C'hres, dre an [[Enezvor]] en dro-mañ, dindan urzhioù [[Datis]] hag [[Artafernes (mab Artafernes)|Artafernes]]. Sujañ a reas an inizi [[Kikladez]], a-raok lakaat ar seziz war Eretria a voe kemeret ha distrujet. Koulskoude e voe trec'het ar Bersed penn-da-benn gant Ateniz en [[Emgann Marathon]] da c'houde. Darius a grogas neuze da brientiñ aloubadeg Bro-C'hres a-bezh, met mont a reas da anaon e 486 J.-K. E 480 J.-K. E vab [[Kserses Iañ|Kserses]] a renas eil aloubadeg Henc'hres gant ar Bersed gant unan eus an armeoù brasañ bodet biskoazh en [[Henamzer]]. O zrec'h war Stadoù kevredet Bro-C'hres (renet gant [[Sparta]] hag Aten) en [[Termopiloù|Emgann an Termopiloù]] a roas o zu d'ar Bersed da aloubiñ ar pep brasañ eus Bro-C'hres. Koulskoude e voe trec'het penn-da-benn ar Bersed en [[Emgann Salamis]], a-greiz ma oant o klask distrujañ listri ar C'hresianed. Bloaz war-lerc'h e voe tro ar gevredidi da dremen d'an argad ha trec'hiñ a rejont arme ar Bersed en [[Emgann Plataea]]. Tec'het a reas nemorant ar Bersed etrezek an norzh.
 
Kenderc'hel a reas ar gevredidi war o lañs ha distrujañ a rejont peurrest listri Impalaeriezh Persia en [[Emgann Mikale]], a-raok argas gwarnizonoù ar Bersed eus [[Sestos]] (e 479 J.-K.) ha [[Bizantion]] (e 478 J.-K.). Ar pezh a reas ar jeneral [[Paosanias (jeneral)|Paosanias]] e-pad seziz Bizantion a droas kalz eus keodedoù Bro-C'hres a-enep Spartaiz, hag ar c'hevredad a-enep ar Bersed en em vodas neuze dindan renerezh Ateniz, e stumm [[Kevre Delos]]. Hemañ a gendalc'has gant ar brezel a-enep Persia e-pad tregont vloaz, oc'h argas tamm-ha-tamm ar gwarnizonoù a chome eus Europa. En [[Emgann Eurimedon]] e 466 J.-K. e c'hounezas ar c'hevre un trec'h doubl a roas ar frankiz da vat da geodedoù Ionia. Koulskoude, goude emell ar c'hevre en un emsavadeg en Egipt (eus 460 da 454 kent J.-K.) e voe koll en un doare bras ha paouez a reas an argadoù a-enep an impalaeriezh. Kaset e voe listri da [[Kiprenez|Giprenez]] e 451 J.-K., met seveniñ a rejont nebeut a dra, ha pa en em dennas an ergerzhadeg e echuas ar Brezelioù medek didrouz. Mammennoù istorel zo a laka da soñjal e voe sinet ur feur-emglev peoc'h etre Aten ha Persia, [[Peoc'h Kallias]], daoust ma'z eus dizemglev war ar c'hraf-se abaoe an Henamzer.