Emgann Mykale : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Restr:Mount Mycale and Mycale Strait.jpg|thumn|right|200px300px|Ar C'hab Mikale gwelet eus [[Samos|Enez-Samos]]]]
[[Restr:Miletus Bay silting evolution map-fr.svg|200px|thumb|right|Kartenn ar c'hab Mikale e penn ar menez Mikale]]
 
'''Emgann MikalesMikale''' ([[henc'hresianeg]] Μάχη τῆς Μυκάλης, ''Machē tēs Mykalēs'') zo unan eus an daou emgann bras etre ar C'hresianed hag ar Bersed a echuas an eil [[brezelioù medek|brezel medek]]. En em gannañ a reas an div gostezenn e-harz ar menez Mikale, e beg-douar Mikale, a-dal da [[Samos]], war aodoù [[Ionia]] war-dro ar [[kronologiezh Henc'hres|27 a viz Eost 479]] kent JK. Enebiñ a rae ur c'hevredad eus keodedoù Bro-C'hres, en o zouez [[Aten]], [[Sparta]] ha [[Korintos]], a-enep [[Impalaeriezh an Ac'haemenided|Impalaeriezh Persia]]. Trec'h e voe ar C'hresianed ha distrujañ a rejont en deiz-se [[morlu]] ar Bersed hag o bagad pennañ e [[Ionia]]. Trec'h e vije bet ar C'hresianed just d'ar memes devez en [[emgann Plataea]] war an douar-bras. Rediet e voe ar Bersed gant ar c'holloù o doa gouzañvet da zilezel Bro-C'hres hag Ionia. Anavezet eo an emgann-se a-drugarez da skridoù [[Herodotos|Herodotos Halikarnasos]]
 
En hañv 479 kent J.-K. e vodas ar C'hresianed un arme vras (e-keñver ar pezh a veze gwelet d'ar c'houlz-se), ha maont a rejont da stourm ouzh [[Mardonios]] en [[Emgann Plataea]]. D'ar memes mare e loc'he listri ar gevredidi etrezek Samos, ma oa eoriet dilerc'hioù morlu Persia. Ar Bersed a glaskas chom hep en em gannañ ha stlejañ a rejont o listri dindan diribinoù ar menez Mikale, ha, gant skoazell ur bagad eus arme Persia, sevel ur c'hamp. Divziout a reas penn ar C'hresianed, Leotic'hides, argadiñ ar Bersed memes tra ha mont a reas hoplited ar morlu war an douar.
Linenn 11:
[[Rummad:Brezelioù medek]]
[[Rummad:Istor Henc'hres]]
[[Rummad:Emgannoù|MikalesMikale]]
 
[[af:Slag van Mykale]]