Brezelioù medek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: en:Greco-Persian Wars
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
[[File:Thucydides-bust-cutout ROM.jpg|180px|thumb|[[Toukidides]] a gendalc'has danevell Herodotos.]]
 
Ar '''Brezelioù medek''' a zo un heuliad brezelioù etre an [[Impalaeriezh an Ac'haemenided|Impalaeriezh Persia]] ha [[keoded]]où [[Henc'hres]] a zeraouas e [[499]] kent J.-K. hag a badas betek [[449]] kent J.-K.. Kregiñ a reas ar stourmoù etre bed ar C'hresianed, rannet en un niver a geodedoù, hag Impalaeriezh Persia pa oa aloubet Ionia gant Persed [[Kirus Veur]] e 547 kent J.-K.. Da sujañ keodedoù dizalc'h o spered [[Ionia]] e anvas ar Bersed [[tiranterezh|tirant]]ed da ren pep hini anezhe. Ur vammenn a drubuilhoù e voe koulz evit ar C'hresianed hag evit ar Bersed.
 
E 499 J.-K. e kemeras perzh tirant [[Miletos]], [[Aristagoras]], en un ergerzhadeg da gemer [[Enez Naksos|Naksos]], gant skoazell ar Bersed<ref>{{cite book|last=Ehrenberg|first=Victor|authorlink=Victor Ehrenberg (historian)|title=From Solon to Socrates: Greek History and Civilization During the 6th and 5th Centuries J.-K.|edition=3|year=2011|publisher=Routledge|location=Abingdon, England|isbn=978-0-41558487-6|pages=99–100}}</ref>. Ur c'hwitadenn vras e voe an ergerzhadeg hag, a-raok ma vefe roet e zigouvi dezhañ gant ar Bersed, e tivizas Aristagoras atizañ holl keodedoù gresian [[Azia-Vihanañ]] d'en em sevel a-enep ar Bersed. Deroù [[Emsavadeg Ionia]] e oa. Padout a reas betek 493 J.-K., o sachañ muioc'h-mui a vroioù eus Azia-Vihanañ er brezel. Aristagoras a zeuas a-benn da c'hounit skoazell eus Aten hag eus [[Eretria]], hag e 498 J.-K. e sikouras brezelourien an div geoded kemer ha deviñ [[Sardeis]] a oa kêr-benn ar Bersed er vro. [[Darius Iañ]] a reas ar mennad d'en em veñjiñ eus Aten hag Eretria abalamour da se. Kenderc'hel a reas an emsavadeg, e-pad daou vloaz. E 494 J.-K. en em vodas nerzhioù ar Bersed da dagañ kalon an emsavadeg e Miletos. Koll da vat e voe brezelourien Ionia en [[emgann Lade]] ha mouget e voe an emsavadeg. Faezhet e oa e izili diwezhañ bloaz goude.